Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
17 Meurs.
Sant Patriç.

dre ar sicour eus ar c’hraç, dre voyen e instructionou touichant, ha dre an exempl eus e vuez santel, e c’hounezas o eneou da Zoue hac e inspiras dezo un devotion hac ur fervor quer bras ma teuas ar Rouantelez-se, pehini a voa quent leun a infidelet, da veza hanvet goudese Enesen ar Sænt.

Ar gonversion universel eus ur bobl quer bras ne alle quet beza græt heb un nombr bras a viraclou ; dre-se ive Doue a roas d’ar Sant-mâ ar gallout da goumandi d’an avel ha d’an tourmant, ha da rei ar yec’het da gals a dud clàn.

Evel ma teue un niver infinit a dud da c’houlen ar Vadiziant digantan, ha ma cresque bemdez an nombr eus ar Gristenien, e roas an Urzou sacr d’ar re vertuzussa anezo, hac e lacaas Ysquibien e meur a blaç eus an Irland ; ober a reas batissa Couènchou evit Religiuset ha Leaneset ; hac e conter penaus e reas sevel tri c’hant pemp Ilis ha tri-uguent.

Erfin an Escop santel-mâ, carguet a vilidou ha leun a joa, o velet Rouautelez Jesus-Christ fountet en Irland, e yeas da receo en Eê ar recompanç eus e oll labourou, er bloaz 460, pe er bloaz varlerc’h oaget vardro pevar bloaz ha pevar uguent.

REFLEXION.

Sant Patriç, a bede Doue cant gueich en deiz ha cant gueich en nos. Ret e pidi Doue hac obliget oump d’e ober alies bemdez, rac ezomp hon eus bepret eus e c’hraç, eus e sicour. Ret ê particulièramant pidi Doue dious ar mintin ha dious an nos ; dious ar mintin, evit e adori, evit goulen digantàn ar graçou a bere hon eus ezomp epad un deiz, evit e pidi da rei e venediction d’hon devez ha d’hon labour, dious an nos, evit e drugarecât eus ar graçou en deus roet deomp epad an deiz, hac evit goulen digantâ pardoun eus ar fautou hon eus coumettet.

Seul vuy oc’h eus afferiou, eme Sant Gregor, seul vuy e tleit pidi, abalamour ma hoc’h eus muy a ezomp a sicour eus an Eê evit o ober mad. Quemerit cusul digant Doue en hoc’h afferiou, ha goulennit digantàn