rac a-nes tremen evit tud ingrat, ne ellomp quet ober displigeadur ebet deoc’h. Displigeadur ebet, a respontas ar Sant : me e lavar deoc’h hac hoc’h assur penaus ar brassa pligeadur a illit da ober evidon eo ober din mervel Merzer. O veza lavaret quemense, evit disquez e gontantamant hac e joa, e quemeras un habit venn, presanti a reas e c’houzouc, hac e voe dibennet var ar plaç.
Ha c’hui a so affliget, melconiet, poaniet, injuriet heb souten, heb cousolation, en em retirit a speret er c’hostez adorabl eus hor Salver, chetu a-se ho ners, eno e quefot ho coufort : livirit dezâ ho poaniou, mæs chezlaouit-èn pa lavaro deoc’h ive e boaniou.
Ha c’hui a so temptet da zizesperi eus ho silvidiguez abalamour d’ar c’hrimou hoc’h eus coumetet ? Ho pezit recours da Jesus, en em dennit er Gouly eus e gostez, hac e lavaro deoc’h : ene paour, ha c’hoant am be-me da zaouni goude ma zoun deut da vervel evidout ? Va divrec’h a so astennet var ar Groas evit da vriata ; va c’hostez ha va chalon a so digor evit da receo.
r Sant-mâ a oa guinidic eus a Mesopotamii. Goude
beza tremenet e yaouanctis gant cals a zougeanç
Doue, e fallas d’e dad ha d’e vam e zimizi. Caër en
devoa represanti dezo ar choant en doa da guitaat
ar bed, e boursu a resont quement, ma consantas
gant aoun da ober chagrin dezo.
En devez ma eureugeas, o santout crisqui muy-oc’h-muy en e ene an desir da rei e galon da Zoue, hep partaich ebet, ha creêt dre ur c’hraç particulier e sortias secretamant eus an ty, hac en em dennas