Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
12 Meurs.
Sant Paul, Escop.

cet ; grit ho possubl evit ma vezo enoret ; liquit urz vad en ho ty, etouez ho servicherien ; quelennit ho pugale e dougeanç Doue, ha roït e peb lec’h exempl vad d’an oll.



An trizecvet devez a viz Meurs.


SANT GREGOR, PAP HA DOCTOR
EUS AN ILIS.


————


Ar Sant-mâ a oa Mab da Gordian, Senator romen, ha da Santes Silvia, pere a roas dezàn un descadurez caër ha cristen ; ha pep-unan a admiras souden e speret excellant e locanç vras hac e vertuz dreist-ordinal. Goude maro e dad, a reas batissa divar e goust e-unan c’huec’h couent e Siciil, hac un-all e Rom, hanvet Sant Andre, e pehini en em rentas Religius hac e cunduas ur vuez angeliq.

Ar Pap Pelage o veza maro, e voe choaset en e blaç. Quentre ma clevas quemense, e humilite a reas dezâ mont d’en em guzet e creiz ur c’hoat bras ; mæs caër en devoe, cavet e voe ha cunduet da Rom, e pelec’h e voe sacret d’an drede a viz Guengolo eus ar bloaz 690.

Diæz eo compren an oll vad en deus græt ar Pap bras-mâ er guær a Rom ha dre an oll bed cristen. Derc’hel a ree scrivet en ul Levr hanoïou an oll beaurien eus a Rom ha divar dro, da bere e roe an alusen hervez o necessite hac o c’hondition. O veza clevet ez oa caet maro ur paour, e voe quen touichet, ma reas evit-se-pinigen epad tri devez, gant aoun na vize maro ar paour-ze gant an dienez, dre e faut. Bemdez e roe da zibri ous e daul d’ar Belerinet paour, maga a ree e Rom tri mil Leanes, hac e lavare penaus o fedennou a denne var ar Guær benedictionou an Eê. O velet ar sourci a guemere da regli