Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
8 Meurs.
Sant Yan Doue.

gant an oll. Descomp gantàn da viana da receo gant patiantet hac a galon vad an humiliationou a zigouez gueneomp. Clascomp an istim a Zoue, ha ne raïmp van ebel pe ny a vezo istimet, pe ny a vezo dispriget gant an dud.

Eil Reflexion. Goude beza baleet un hanter heur etouez ar flammou evit savetei ar beaurien clàn hac o gueleou, e sortias heb drouc ebet. Pebes sicour, pebes assistanç na dleer quet da esperout pa labourer evit Doue, ha pa lequeer e fizianç ennàn ?

Trede Reflexion. Pa c’houlenne ar Sant-mâ an alusen evit e beaurien, e lavare d’an dud : ho pezit carantez evidoc’h oc’h unan ; grit vad deoc’h oc’h-unan. Leveromp ive deomp hon-unan ar memes tra, pa roomp an alusen ; songeomp ha credomp penaus e guirionez e reomp muy a vad deomp hon-unan evit na reomp d’ar paour ; rac evit madou temporel a roomp, ec’h acquisitomp madou eternel.



An navet devez a viz Meurs.


SANTES FRANCESA, INTANVES.


————


Ar Santes-mâ, pehini a eller gant ræsoun proposi evit ur squêr a vertuz d’aq oll merc’het ha graguez christen eus a bep stad hac eus a bep condition, a oa guinidic eus a hom hac eus a lignez nobl. En he yaouanctis e devoa un douçder admirabl, hac he brassa pligeadur oa en em retira en ur plaç bennâc a gostez evit en em antreteni gant Doue en Oræsoun.

O veza bet dimezet yaouanc flam, ne songeas muy nemet d’en em santifia er stad-se, oc’h en em acquita ervad eus he oll deveriou. Studial a reas da guenta da aznaout speret hac humor he fried ; evez mad a lequee ous quement a alze displigeout dezâ ha troubli ar peoc’h ; oboissa a ree dezàn e peb tra ;