Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
7 Meurs.
Sant Thomas Acquin.

Chetu a-se ar recoumpanç a dleomp da c’houlen digant Doue evit hon oll euvrou mad ; pep recoumpanç-all ne dê netra e comparæsoun da houmâ.



An eisvet devez a viz Meurs.


SANT YAN DOUE.


————


Ar Sant-mâ, ganet e Portugal, ha mab da un artisan paour, en em lequeas da servicha var ar mæs. Queit a ma chomas er stad-se e conservas e innocanç ; mæs o veza deut da squya, en em angageas soudard. Ar goal exempl a velas etouez e gamaradet a reas dezâ souden coueza en un disurz bras. Doue a bermetas ne gavas er stad-se nemet poan, trubuill ha malher var malher. Quemense a reas dezàn en em aznaont ; hac o santout un desir bras da ober pinigen, e reas ur Goession general, gant cals a c’hlac’har. Neuse, o veza bet e gonge, en em lequeas da verza Imaichou, hac e tigouezas evel-se er guær a Grenad.

Goude beza distribuet eno d’ar brisonerien quement mad en devoa, e reas e oll bossubl evit lacaat an oll d’e zisprigeout, en hevelep fæçoun ma voe quemeret evit un den disquiantet, ha ma voe lequeet en hospital destinet evit ar re foll. E Zirector santel, o veza difennet ountâ en em gomporti muy evel-se, e oboissas hac e chomas er memes hospital evit servicha an dud affliget. Ar garantez dreist-ordinal a bratique en o andret, hac e exemplou caër a vertuz a reas souden e aznaout evit ar pez e voa en effet.

Dre ar c’hestou a reas, ha dre an alusennou a recevas digant an dud carantezus, e teuas a-benn da sevel, er memes quær evit an dud clàn, un hospital-all, ar c’haera a alze da velet. Eno e vige occupet nos-dez o servicha ar re glàn, o scuba o c’hamprou, oc’h ober o gueleou, o pansi o gouliou, oc’h o c’honsoli hac o proculi dezo an oll sicourou spirituel ha corporel, gant un urz admirabl.