Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Fevrer.
153
Sant Taræz.

e publiq hac e particulier ; lemel a ree o douetou dre e resonnou hac e responchou habil ; scleraat a ree o sperejou dre e sclerigen, ha gounit o c’halonou dre e zouçder carantezus ; hac e ber amser en devoe ar gonsolation d’o guelet oll convertisset.

Petra bennâc ma voa ar Sant-mâ an douça eus an oll dud, ne voa den fermoc’h na startoc’h evintâ, pa voa question eus a c’hloar Doue.

An Ampalaer o fallout dezâ entrepren un dra control da Lesen Doue hac a vize a voal exempl, ar Sant a zisclerias e andurze quent peb seurt poan hac ar maro memes, evit ne andurze un exempl quer fall. Parlant a reas ous an Ampalaer gant ur zêl respetus, mæs ive couraichus. Lavaret a reas dezâ lacât evez na zeuze da elumi ar goler a Zoue varnezàn, en ur derri e Lesen santel, ha penaus erfin e virze ountâ ne antreze en Ilis, mar quendalc’he en e santimant. Al liberte santel-mâ eus ar Patriarch a dennas varnezâ drouc c’hraç an Ampalaer hac hini e gourtissanet, digant pere en devoe cals da anduri.

An Ampalaer o veza deut da vervel, neubeut amser goudese, an Escop santel en em gavas e peoc’h, hac en em roas mui evit biscoas d’an oll exerciçou a zevotion ha d’an oll deveriou eus e garg. Gret en devoa sevet divar e goust ur gouent evit Religiuset : eno e tremene er Retret hac en Oræsoun an oll amser a elle caout dezâ e-unan.

Goude beza gouarnet an Ilis a Gonstantinopl epad daou vloaz var-nuguent, ez eas da receo en Eê ar recoumpanç eus e vertuziou bras, er bloaz 806.

REFLEXION.

Pebes devotion hoc’h eus-hu evit ar Sacrifiç santel eus an Oferen ? Pa en em guivit en æsamant da glevet an Oferen d’an deziou pemdez, ha sourcius hoc’h-hu da assista enni ?

E pe fæçoun e clevit-hu memes da Sul ha da Vouel ? Ha na vec’h-hu quet eno martese evel ma voa ar Vourrevyen var Menez Calvar, evit crucifia a-nevez Jesus-Christ dre hoc’h immodesti ?