Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
23 Fevrer.
Santes Mac’harit.

eus he buez trement. Peguer fachet hac indinet bennâc ma voa he zad, en em santas touichet dre mercou quen aznad eus ur guir gueuz, hac e receo a eureu en e zy ; mæs he lesvam criz ha dinatur n’allas quet e anduri, hac e chasseas.

Ar plac’h-mâ, c’hoas yaouanc, diffamet, chasseet eus he zy, heb sicour ebet, en em gave en diveza extremite. En he afiliction e aseas e jardin he zad, disposet da vervel quen gant an naoun hac ar baourentez eguet distrei d’he disurzou. Hirvoudi a ree var he stad trist, hac e lavare en ur sellet ous an Eê : Ah, Salver ! c’hui pehini a gonvertis bemdez quement a eneou, na viot-hu insansibl nemed dar c’holl eus va hini-me ? Coustout a ra deoc’h quement hac hini ar Vadalen, ha quement hac hini ar Bec’heres Thaïz. O c’hui pehini hoc’h eus va frenet dre ar pris eus ho Coad, n’am abandounit quet, ha grit misericord em andret. Neuse en em santas inspiret da vont d’ar Guær a Gortoon, evit discleria ha detesti he oll buez e treit ur C’houessor, ha disqui gantàn ar pez a dlie da ober evit savetei he Ene. En em adressi a reas da ur Religius santel, pehini goude beza e instruet gant carantez, e c’houraichas da veza fidel d’ar c’hraç a ree Doue dezi, ha da veva er pratiq eus ar binigen.

Evel ma songe dezi ne alle quet ober guell eguet en em lacaat en Drede Urz Sant Frances, e c’houlennas gant cals a zaëlou beza recevet annâ. An Tadou a emprouas e Vocation epad tri bloaz ; ha goude ma e devoa roet epad an amser-se exemplou bras a binigen hac a vertuz, e voe roet dezi an Habit.

Ar flam eus ar garantez divin a vougas souden en he c’halon pep carantez evit ar grouadurin. He buez a voe ur burzud a vortification hat abumilite ; en em lacaat a reas en ur gampric vian a belec’h he sortie nemet dre urz he C’houessor, hac e pelec’h ne barlante ous den. An horrol e devoa eus he c’hened quer maleürus evit-y hac evit ar re-all, a reas dezi blonça he bisaich a dauliou bili ; bemdez e yune divar bara ha dour, ha ne devoa nemet an douar evit guele, gant ur myn dindan he fenn.