eta staga hor c’halon ountâ ? Ar figur eus ar bed a so tremenet evit cals a dud eus hon aznabudeguez, tremen a raï evel-se evidomp hon-unan. Quitaomp-èn a galon abars ma hor c’huitaï en effet.
Eil Reflexion. Sant Eucher, quen divlam dirac Doue, a so bet accuset, calomniet, hac exilet. Caer en deus en e exil e repos hac e c’hloar. Caër en deus ar bed persecuti ar Sænt, e bersecutionou a ra enor dezo, hac a gresq o milit. An nep a aznaf hac a ouar-mad e Religion ne zeu quet da goll couraich, na d’en em rei d’an dristidiguez abalamour d’ar boan pe d’an afflictionou a zigouez gantan. Jugeomp eus an drouc a c’hoarvez gueneomp er bed-ma, evel ma jugimp anezàn en heur ar maro. Na glascomp quet pellaat dious ar boan, dious ar groas a ro Doue deomp ; en em aplicomp hebquen da ober un usaich mad anezi. Ar groas a vezo bepret ur vezen a vuez evit ar guir Gristenien.
ositee, mab da un officer bras, o veza clevet en
amser ma edo c’hoas yaouanc, coms eus ar vuez
santel a gundue ar Religiuset er c’houenchou, a c’houlennas
beza recevet en unan anezo.
An tad Abad o velet e volontez vad en recevas : hac, o consideri an neubeut a nerz en devoa, er c’hargas hebquen da zerc’hel næt ha propr campr ar retigiuset clàn, ha da gaout sourci na vancse netra dezo.
An Abad santel-ze en instruas e-unan, hac en exhortas da songeal bepret, er bresanç a Zoue, da vortifia e inclinationou, d’en em corrigea bemdez eus e imperfectionou, da oboissa gant joa, heb caout bolontez-all nemet hini e Superior, da gonservi e