Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
19 Fevrer.
Sant Conrad.

cont nemet countanti e gourmandis ha seul-vuy a roont d’ho c’horf, seul-vuy e c’houlen diouto. Evit trec’hi an accutumanç maleürus-se, e tleont consideri alies penaus ar c’horf-se ne d’eo nemet corruption ha breinadurez, ha penaus e vezo rentet e poultr hac e ludu, pa songent neubeuta. Mar d’int fidel da songeal a barfetet er virionez-mâ, a dra sur e teuint, gant graç Doue, da drec’hi ar goall accustumanç-ze.



An uguentvet devez a viz Fevrer.


SANT EUCHER, ESCOP.


————


Ar Sant-ma a oa guinidic eus ar Guær a Orlean. E vam devot ha vertuzus en instruas ervad a vianic, hac e devoe souden ur gonsolation vras oc’h e velet sourcius hac acquetus da bidi Doue. Ar brassa pligeadur a aller da ober dezàn, oa e gaç, d’an ilis hac ar respet, ar vodesti, an devotion a zisqueze er plaç-santel d’an oad a c’huec’h pe seiz vloaz, a ree admiration an oll.

O lenn comsou an Abostol Sant Paul, dre bere e lavar deomp penaus e tremen ar bed evel ur squeud, en em santas touichet hac inspiret da guitât peb-tra evit en em renta Religius. Antren a eureu e Abaty Jumiege, e pelec’h e cunduas ur vuez quer mortitifiet na quer santel, ma servichas da vellezour ha da squêr d’ar fervanta Religiuset.

Goude maro an escop a Orlean an oll habitantet er choasas evit o Escop ; mæs evel ma aznayente humilite vras, ha m’o devoa aoun na zeuze da reus ar garg, e pedsont Charles-Martel, pehini a goumande neuse var ar Rouantelez, d’o souten dre e autorite. Ar Prinç-se a roas dezo unan eus e Oficerien vrassa evit mont gant-o eus e berz da guemeret ar Sant en e Gouent, ha d’e gundui da Orlean.