ar c’hroasiou a zigac èn deoc’h ? Ha renta a rit-hu dezâ carantez evit carantez, o souffr evit-àn gant patiantet ha gant resination d’e volontez santel ? Evit breudeur eus un Doue crucifiet, evel ma oump, peguen neubeut e ententomp-ni ar Mister eus ar Groas ! Descomp-èn eta hirio, en ur zisqui penaus ne dleomp istimout netra brassoc’h, netra santeloc’h, netra guell evit assuri hor silvidiguez, eguet souffr evit Doue.
onrad a oa un Digentil pinvidic eus ar Guær a Blesanç,
hac ur Chasseour bras. Un devez en ur
chasseal e rancontras ul Loen gouez, hac er poursuas ;
mæs al Loen o veza en em guzet en ur voden
vras a zrez hac a spern, a reas d’e Vevel lacaat an
tan en drez evit ober d’al Loen sortial ac’hano. An
avel pehini a oa cre, a zougas pell ar flam, cals a
draou a voe devet, hac un domaich bras a voe græt
er c’harter. Conrad o velet quemense en em dennas
prount d’ar guer, heb ober van ebet. An dud o velet
souden an tan, a glascas ar penn-caus eus a ur maler
quer bras. Rancontri a rezont ur paour-quez divar
ar mæs ; doueti ha soupçoni a rezont e voa ar paour-ze
en devoa græt an drouc ; quemeret e voe ha casset
dirac ar Barner pehini a reas e lacât er prison. Conrad
pa velas edo an den-ze e danger da veza punisset, en
em santas touichet dre ur c’hraç interior, hac e lavaras
ennâ e-unan : Ha ret eo e teue an innoçant paour-ze
da vezà e poan evidon-me pehini sa ar c’hriminal ?
Nan, nan, ret ê din disculia ma faut, hac ober ur
satisfaction publiq. Discleria a reas rac-eon penaus an
den-ze a oa innocant, hac e voa e-unan ar penn-caus