Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
12 Fevrer.
Sant Efrem.


Goude m’en devoa graet aznaoudeguez gant ar brisonnerien-all, en ur parlant assambles, e teuzont d’en em interrogi etrezo var benn petra ez oant dalc’bet er prison. Pep-hini a lavaras e sujet hac e occasion. Accuset oùn, eme Efrem, da veza digoret an or d’al laëron : innoçant oùn a guemense, mæs aznaout a ràn justiç an Autrou Doue pehini a zeu bremâ d’am punissa eus ur c’hrim-all a behini ezoùn coupabl e guirionez, o veza græt da un den paour coll e veoc’h. Un all a lavaras : Me so accuset eus un torfet pehini n’em eus quet coumetet, mæs criminal oùn cousgoude a hent-all, dre ma em eus drouc comset eus a ur verc’h honnest, da behini am eus græt coll he reputation hac he hano mad. Ha me, eme un all c’hoas, a so accuset da veza lazet un den ouz pehini n’am eus quet touchet, mæs dont a ra sonch din e vanquis un devez dre ma faut da rei sicour da un den pehini a velen o veuzi dirazòn, ha chetu ar guir faut pehini a bunis bremâ an Autrou Doue enon, o permeti e venn accuset eus a ur muntr.

Efrem en e brison a brometas da Zoue e teuze da dremen ar rest eus e vuez er binigen, ma plicheze gantâ rei dezàn ar c’hraç da sortial ac’hano. Da benn ur maread amser, evel ne voa test ebet en e enep e oue roet dezan al liberte da sortial.

En em denna a reas rac-eon en deserz e pelec’h e cunduas ur vuez humbl ha mortifiet meurbet, oc’h en em gonsideri bepret evel ar brassa pec’her hac evel an distera eus an oll dud.

Goude m’en devoa tremenet meur a vloaz en deserz, an Escop eus ar guær a Nisiib en alyas da zistrei d’ar guær a Edeç. Distrei a eureu, hac e convertissas eno ur vreg pehini a gundue ur vuez fall, hac eus a behini en em serviche an drouc-speret evit coll cals a eneou. Var ar brud eus ar gonversiou miraculus-se, an Escop er poursuas da receo an Urzou sacr. Ar sant, dre oboissanç evit e escop, a recevas an urz a ziacr, mæs e humilite vras a viras ounta bepret n’en em rentas bælec. Neuse dre urz e Brelat e prezegas an Aviel gant cals a frouez ha gant pep issu--