dud devot dont d’o c’haout evit beva dindan o zirection.
Tri bloaz a voa ma cunduent evelse en deserz ur vuez angelic, pa zigouezas dezo guelet o tont etrezec-enno ur c’haro pehini en devoa var e benn ur groas hènvel ous an hini a zougue var e habit an Æl pehini a oa bet apparisset da Sant Yan Matha en e Oferen nevez. Un dra quen admirabl en obligeas da ziscleria d’e gompaignun ar vision quenta en devoa bet. Eus a-neuse e quemerzont o daou ar resolution d’en em reï oll ha d’en em gonsacri da zilivra ar Gristenien pere a oa e captivite dindan an Turquet.
Mont a rezont da Rom evit discleria o dessin d’an Tad Santel ar Pap, hac evit disqui gantàn ar pez a dlient ober. Queit na ma voa ar pap oc’h ober e sonch hac o deliberi hac èn aproufse an urz nevez-mâ, e velas e-unan, en ur lavaret an Oferen en ilis Sant Yan Latran, un Æl guisquet e guenn, gant ar memes mercou ma voa bet apparisset da Sant Yan Matha. Goude ar Vision-ze e approuvas an urz hac a ordrenas e tougze ar Religiuset ur guiscamant guenn gant ur Groas glas ha ru var o estomac.
C’hoant bras en devoa Sant Yan Matha da vont en Afriq etouez ar Barbaret, hac e joa a vize bet da chom e-unan e captivite e plaç ur captif bennâc ; mæs ar Pap o veza e zalc’het e Rom evit en em servichout anezàn en afferiou important eus an Ilis, e cassas daou eus e Religiuset da Varoc, e pelec’h e racquitzont, evit ar c’henta gueich, c’huec’h captif ha nao-uguent.
Ar Sant-mâ o veza reuset beza Cardinal, en devoe erfin conge digant ar Pap da vont en Afriq. Eno e recevas meur a voal-dretamant digant ar barbaret, mæs beza en devoe ar gonsolation da gonsoli ar Gaptivet, d’ho c’hreaat er Feiz, ha da zilivria an darn-vuya anezo.
O veza distro da Rom, petra bennâc ma voa sempleet e nerz, e tremenas an daou vloaz divezâ eus e vuez o visita ar brisonerien, hac o convertissa eneou da Zoue, dre e instructionou santel.
Erfin, uset gant an oll fatig en devoa bet, ha