Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Fevrer.
105
Santes Agata.

guenet hac eus he milit bras, a c’hoanteas e guelet hac a gassas d’e c’hlasq.

Ar Santes o veza recevet euz ar Gouarner, a gomprenas erfat e rancse souden souffr ar Verzerinti. Antren a reas en hec’hambr, hac o veza en em lequeet var he daoulin, e reas ar beden-mâ : Jesus, va Salver ha va Doue, aznaout a rit va santimanchou, guelet a rit va c’halon, e bossedi a rit hoc’h-unan, hac a reot da viquen, heb partaich ebet ; roit din dre ho craç ar gouraich da ober deoc’h ar Sacrifiç eus va buez. O veza aichuet he feden, e partias evit en em renta dirag ar Gouarner.

An den-se, den lubric ha payen, a songeas dre dromplerez ha dre e autorite ober dezi consanti d’e bassionou brutal ; mæs ar Santes en rebutas gant horrol ha gant ur gouraich dreist-ordinal. Pa velas ne voa moyen ebet da zont a-benn anezi, e reas e lacaat e ty ur vreg fall ha maleürus evit ma colze eno ar burete hac ar Feiz.

An tirant ne alle quet e c’hondaoni da un tourmant a raze dezi muy a horrol. N’oufer quet lavaret an displigeadur hac ar boan a souffras en ty infam-ze epad ur mis. Ar vreg maleürus-ze erfin goude beza græt he oll fossubl evit e c’holl, a zisclerias d’ar Gouarner ne voa moyen ebet d’e zrec’hi. Neuse e ordrenas e fresanti dirazàn, hac e lavaras dezi adori Doueou ar Rouantelez, pe en em resolvi da souffr ar brassa tourmanchou. Ar Santes a respontas ne anaye nemet un Doue ha ne adorze birviquen nemetàn ; ha penaus e voa prest da souffr mil maro, quent eguet sacrifia da Doueou, faus.

An tirant goude beza græt e façata, a ordrenas, dre ur grueldet barbar, troc’ha ur vronn dezi. Ar Santes, en ur souffr an tourmant-ze, a lavaras : tirant cruel, n’hoc’h eus-hu quet a vez da droc’hi ha da lemel digant ur plac’h yaouanc ar pez hoc’heus sunet en ho Mam.

O veza bet casset goudese d’ar prison, e reas ar beden-mâ : Doue oll-galloudec hac eternel, pehini, dre ho misericord infinit, hoc’heus priget quemeret ur sourci