Ar fondator santel, presset dre ar garantez hac ar gompassion pehini a oa eguis natural dezâ, en em hastas da vont etouez ar Sarazinet hac ar Morianet, bete ê Barbary, evit prena ar gaptivet ; hac er memes amser e labouras gant cals a frouez evit conversion an infidelet eus ar broïou-ze, ha gant quemense-oll e voa bepret quen humbl, ma crede atau ne voa mad de netra.
Beza en devoe ur c’hlènvet hir, hac e soufras ouspen daou vloas poaniou estranch, heb coll netra eus e zouçder ordinal. Seul vuy e cresque e zrouc, seul vuy e tisquez ar joa da c’hallout unissa e soufrançou gant re Jesus-Christ. Erfin, goude beza discleryet d’e religiuset peguen douç eo beva ha mervel e servich Doue, ha dindan protection ar Verc’hes Vari, e rentas e ene d’e Salver, d’an oad a nao bloaz ha tii-uguent, e tro ar bloaz 1250.
Ne deus quet brassoc’h carantez eguet exposi e liberte hac e vuez evit dilivra ar gaptivet : ha proculi silvidiguez e vreudeur. Sant Per Nolasq en deus-èn græt, mæs peguer yeneet eo bremâ ar garantez, pehini cousgoude a dle ober ar c’haracter eus an oll gristenien. Ma rezn ar garantez en hor c’halonou, ne selfemp quet quen digas ous quement a gaptivet paour pere a so oc’h hirvoudi en un esclavaich quer cruel ha quen dangerus evit o silvidiguez. Meur a dra a alfemp da zivoeret, cals a zispignou inutil a reomp : quemense a ve suffisant evit prena meur a esclaf da bere e proculemp ar silvidiguez, en ur broculi dezo al liberte. Evit-o da veza pell diouzomp, ne dleomp quet o ancounec’hât, pa guevomp an occasion d’o sicour dre voyen ar prof a rêr evit-o en ilisou. Eurus eo ar re o deus truez eus o nessa, rac Doue en devezo truez outo ; esperout a eller peb-tra eus a visericord an Autrou-Doue, pa vezeur bet charitabl. Mæs an nep a so criz ha didruez, e quêver e vreudeur, ha sujet en deus-èn da esperout e vezo Doue misericordius en e andret ?