Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/744

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

45 Qu*rzu. Ar Prelat santel-mâ a ioa vigilant ha sourcius-bras dren eni acquita eus an oll deveriou eus e garg, maes la-varet a elleur penaus en devoa ur sourci special da ins-trui ar re ignorant, ha da sicour ar bec’herien vras pere o devoa ur volontez vad da zistrei ous Doue ; evel m’en devoa evit ar re-mâ ur vadelez, un dou^der ac ur garan-tez ravissant, e teue dre an avisiou mad a-roe dezo, da douich ha da c’hounit o c’halonou, profita a ree neuse eus an disposition eùrus-se evit inspira dezo un horror infinit eus ar pec’het, ac o angagi a ree da bratica a ga-lon-vad ar binigen. An desir ardant en devoa da brocuri convei sion ar brassa pec’herien, ha da lacât an oll da garet ha da bra-tica ar binigen, a reas deze sevel ur Chapell en enor d’an try Fenitant bras a bere e parlant an Aviel, Santes Mary Madalen, Sant Pêr ac al Laér deou, pere a so Patronet an eneou penitant; Doue a zisquezas peguen agreabl eo dezâ an devotion en andret ar penitantet santel-mâ, dre an nombr bras a viraclou a c’hôarveas er Chapell-ze. Sant Adon en ur gonsideri ive penaus ne aeusnetra a guement hon excit davantaich d’ar santelez, eguet lenn Buez ar re o deus cunduet ur vuez santel, a antre-prenas scriva Buez ar Saent; dastum a reas ar scridou ancien, ac ecomposasdre avoyen-ze e levr admirabl; maes en ur scriva Buez ar Saent, e songeas d’en em sanc-tifia e-unan da guenta, dre an imitation euso vertuziou. Erfin uset gant an oad, ha dre e vortificationou, ez eas da jouissa eus a c’hloar ar Ssent en Eê, var dro ar bloaz875. REFLEXION. A c’hui oc^h-eus, ene Christen, brassoc’h desir eguet da ve-za un deiz eürus er Barados ? Mar de hennes ar brassa desir eus ho calon, liquit ho prassa sourci, ho prassa studi da veva evel ma o deus graet ar Soent; car ne antreïmp birviquen en Eê, ma ne vevomp santelamant er bed-mâ. Évit gallôut eta imita ar Saent, disquit ar pez o deus graet, en ur lenn o buez. Quemeritur moment-amserbemdez evit ober al lectur-ze, ha , grit-y ê presan^ tud ho ty, evitma allint ive profita anezi. Imi-tit muya ma veio possibl deoc’h ar vertuziou a rèmercot ê Buez