Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/727

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

715 - let ar mor; en em recommandi a resont-oll da peden-nou ar Sant, peini en em lecjueas vâr e zaoulin evit pidi an Autrou-Doue da sellet a druez out-o : er memes ins-tant e heanas an tourmant, ac e teuas calm ar mor. Evel m’en deus graet alies ar seurt miracl-se epad e vuez ha goude e varo, ar vartelodet o deus-èn quemeret evit o Fatron, ac e teuont d’e invoqui, ispicial pa vez tôur-mant. Caêr en devoa ar Sant-mâ pellât dious an digniteou, lequeet e voe da Escop er Guaer a Myr en despet d’e hu-milite. Divar neuse nesongeas mui nemet d’en’em ac-quita gant fidelite eus an oll deveriou eus e garg. Aliies e tremene an darn vuya eus an nôs en Ilis, o pidi ace-vintâ ac evït an eneoù a bere e voa carguet; pourvei a ree d’an oll ezomou temporel ha spirituel eus e bobl; e vadou ne voant nemet evit ar beaurien; prezeg a ree gant quement a frouez, ma lequeas ur cenchamant.caér en e oll Escopti. Ha sejul ma cresque e labour, e cresque ivez e vorlificationou ; abars beza Escop e yune tri de-vez er sizun, msesdivar neuseecomman^as yun bemdez. Sant Bonavantur a raport penaus Sanr Nicolas a ren-tas ar vuez er Guser ha Myr, da zaoii scolaér pere a ïoa bet muntret; ober a reas ar memes miracl en andret tri c’hrouadur pere, goude beza bet lazet, a voe cuzet en ur veaul pe ur guibell. Assistaa reas er Choncil a Nicee, ê pelec’h e roas mercou eus e santelez ac eus e squiant bras. O vezadis-tro d’e Escopti e clânvas; an oll a oa glac’haret bras, maes-èn e-unan en devoa ur visaich joaüs ac un aer con-tant, peini a zique peguen doucj eo mervel goude*ur vuez santel. E varo eürus a erruas etro ar bloaz 327. REFLEXION. Pebes vad a ra un alusen graet ê mare d’ar beaurien mezus ! Ha peguement ^e’hracou nâ zeu quet da veritout an nep a exerc un action quer carariteziis! An Digentil paour-ze a ïoa var ar poent da lesel e verc’het da gundui ur vùez disordren, dre n’en devoa quet ar voyen d’o dimizi ervez o c’hondition ; Sant Nicolas a bourveas evito dre e alusen, ha dre ar charite generus-se peguement a grimou n’en deus en quet