Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/716

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ez Galvar. 704 SAiYf ANDKE. 30 Du. Douguit ho Croas, andurit ho poan, hocvh afliction gant pa-tiantet, gant couraich, gant resination d’ar volontez divin; ac an Autrou-Doue peini a so un Doue ha gonsolation, ne vanco quet d’o consoli en ho soufrancou. Ar chenta devez a viz Querzu. SANT TUGDÜAL, ESCOP EUS A DREGUER. Tügdüal eus a lignezar Roue a Vreiz, a zisprigeas en e yaouanctis plijadurezou ha grandeuriou ar bed ; tremen a ree casi e oll amser en Ilisou ; ac e tostee alies ous ar Sacramanchou gant un devotion exemplus. Beza ez oa liberal en andret an-dud paour, da bere e fournisse pea-dra da veva ha d’en em visca : ouspen-ze o souten ac o frotegi a ree ê pep occasion, ispicial pa oant grevet gant ar re vras. Evit renonq antieramant d’ar bed ha d’an enoriou, en em rentas Religius. Ebars er stat-se en devoe combajou rust da souten a enep an drouc-speret, peini en tour-mantas en ur fae^on estrainch dre dentationou a enep ar burete; maes chom a reas bepret victorius var e adver-sour gant ar sicour eus ar c nrag, ha beini en em rente dign dre e Oraesonou, e yuniou, ace vortificationou con-tinuel. E vuez santel ac edifiant a reas ma voe lequeet da Abad en e Gouent. Goude beza en em gomportetebas er garg-se gant cais a brudanc, ac inspiret ar ferveur d’e oll Re-ligiuset, e choasas daouzec compaignon vertuzus, pere o devoa eveldan un. desir ardant da brocuri gloar Doue ha silvidiguez. an eneou : ganto e valeas adalec an eil penn bete eguile eus ar Brovain^-mâ, en ur brezeg an Aviel; ac e c’houneas un nombr bras a eneou da Zoue, quên dre an nerz eus e instructionou, quên dre e Vira-clou bras^ o renta casi e peblec’h ar guelet d’ar re zall, ar c’hlevet d’ar re bouzar , ac ar yec’het d’ar re infirm