Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/71

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

r Sant-mâ en devoe an eür vad d’en em antreteni gant cals eus ar reo devoa guelet Jesus-Chrïst var an douar, ha da veza instruet gant Sant Yân Evangelist, en ur scôl quer mad, gantan dispositionou excellant a speret aca galon pere en devoa, e profitas meurbet. Sant Yan peini a yoa carguet eus a sourei an oll Ilisou eus an Asii, er Sacras Escop eus a Smirn. Sant Ignac eus a Antioch, o veza bet condaounet d’ar maro, ha conduet da Rom, evrt beza devoret gant al loened abalamour d^ar Feiz, en devoe ar gonsolation da dremen dre Smirn, ha da velet Sant Policarp abarz mer-vel. Ur joa vras en devoe o velet an urz caerac an de-votion a voa etouez ar Bobl eus a Smirn, ac e veulas an Autrou Doue da veza roet dezo ur Pastor quer fur ha quer santel. O daou e voant bet Disquibien Sant Yan, ac abaoue an amser-se o devoa conservet ur garantez par-ticulier an eil evit eguile. E comman^amant ar cTiuec’hvet persecution o devoe ar Gristenien da soufr aberz ar Bayanet, Doue a reas da anaout da Sant Polycarp penaus e tlie eb datesoufr evit e c’hloar; en nosvèz varlerc^h e tigouezas ur vanden Ar-cherien da doull e zor; ar Sant peini a voa oc’h ober Orseson, p clevet an trous, en em offras da Zoue, ac er pedas da receo ar Sacrific a re dèzâ eus e vuez ; ha Jeun a joa en em bresantas e-unan dirac an Archerien; o fidi a eure da antren, ac e roas dezo da zibri. Soueset e voant, ac e.santent enno-unan ur respect bras evit un Escop quer carantezus ha quer respectabl dre e oad. Gous-coude ret oue dezo en em acquita eus o c’homission, petra benac m’er greent gant queuz. Partia e eure ganto; presantet e voe dirâc ar Barner, peini a lavaras dezâ e ranqse blasfemi an Hano a Jesus-Christ, en ur renonc 60 sant polïcarp.