Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/622

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Here. Beza en devoe ivez un devotion particulier evit Sant Yan Evan^elist, peini a zisclerias dezâ an deiz eus e varo, peini a erruas er bloaz 1066. REFLEXION. Sant Edouard a ïoa quer mad, queri douc , quen deboner, ne voa nètra capabl d’en lâcât da facha ; peguen dishênvel ne doum-ni quet ountâ! Dr c’holl dister graet deoc’h , ur goms indiscret raem^s, pe lavaret eb sonch , a ra deoc’h alies en em dransporti gant coler. A ret e evit quen neubeut a dra troubli ar peoc’h eus l5oc’h ene , ac èn em lesel da veza trec’het gant ur passion quer fulorus ha quen estrainch ? Un deñ ê coler^a so nênvel ous un den peini en deffe collet e squiant mad, ous un den frenesiet, pe possèdet gant an drouc-speret. Guelit an actionou indecant ha mezus a ra an dud dre o cTioler, evit conceo muy a horreur eus ar vic-se. Chasseit quenta ma allot ar vinim-se dious ho calon. Peguer brasbenac e ve ar gaou a ve graet ouzocrh, è reot muy a zrouc deoc’h-oc’h-unan en ur viret ur gassoni secret ous ho preur, evit n’en deus-èn graet deoc’h. Evit en em gorrigea eus ar vic-se, considerit penaus mar en em lacae an Autrou-Doue ê coier ouzoc’h quel lies gueich ma roït sujetdezan, e vec’h distruget ha collet-pell amser so. Maes c’hoas pe seurt profit a dennit-u eus ho coler ? A repari a rit-u , oc’h en em facha, an drouc a so bét gnfctdéoc^h ? Na zeut-u quent memes dre eno d’en em renta criminel dirac Doue , insuportabl d’ar re a sb gueneoc’h, ha fachus deoc’h oc’h-unan? Ar pevarzecvet devez a viz Here. SANT CALLIST, PAP HA MERZER. Sant Callist guinidic eus a Rôm, a voa quer remer-quabl dre e vertu, dre e squiant bras, ha dre e zêl ardant evit silvidiguez an eneo, ma oue choaset evit Pap goude Merzerintjr Sant Zefirin. Evel ma veve ar gristenien è peoc’h abaoue maro an Ampereur Sever, ar Pap santel a brofitas eus ar c’halro-