Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/618

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Here* cjuen ar spont rac an tourmanchou ne raï deomp renonc aar Feiz. An Tyrant var ar respont-se a ordrenas o c’harga a chadennou , ac o lacaat er prison ; ha goude beza graet dezo anduri eno ar sec’het ac an naoun, e roas urz d’o dibenna; pa oue discleriet dezo o setanc, e teu-zont o zri gânt ur gouraich vras ha gant joa, da bresanti o gouzouc d’ar Bourreo, ha da achui o buez dre ur Verzerinty glorius. Conservi a rêr o c’horfou ebars archedou precius e Ilis Meulan taust da Baris. REFLEXION. An tri Sant-mâ o deus graet cals a hent evit dont e Franc da labourat evit conversion an eneou. Labouret o deus gant ur fatig vras, ha bepret en danger eus o buez. Admira a reomp couraich an dud apostoliq; maes a songet hon eus-ni da c’hou-nit lin ene ebquen da Zoue ? Er c’hontrol hor c’houstianc a na rebech-y quet marteze deomp e vemp bet caus da un éhe be-nac d’en em goll, dre hor goal exempl, pe enur faecon benac-all ? Pebes maleur ve henes siouaz! Lequeomp evez na roemp goal squêr d’hon nessa , ha con-tribuomp d’e silvidiguez da viana dre hon exempl vad, ma ne allomp quet contribui ê fae^on-all. An daouzecvet devez a viz Here. SANT AMON. Ar Sant-mâ peini a veve ê amser Sant Anton, a voe ganet en ur Voürgaden taust da Alexandrii. Ne oa c’hoas ñemet ur c’hrouaduric pa gollas e dad ac e vam. Ur yont dezâ oc’h e velet abandonet, a guemeras sourci ane-zan, a reas e instrüi, ac en dalc’has er scôl durant e yaouañctis. Pa er guelas deut da zaou vloaz varn-uguent e songeas d’en dimizi, ac e proposas dezâar barti en de-voa choaset evintâ, peini a ïoa ur vere’h vertuzus. Amon d’ar guenta proposition a voe graet dezâ, en em gavas soueset meurbet, ha ne ouïe pe seurt respont ober; car eus ur c’hostez en devoac’hoant bras da chom eb dimizi, ac eus ur c’hostez-all, en devoaaoun da zisplijout d’e 15 Herc.