Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/611

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

es birgit. bete fin e buez songeal ê Mister ar Bassion, eb scuilla un abondan^ a zaelou. N’en em goiitante quet da dremen an darnvuya eus an deiz en Oraeson, sevel a ree c’hoas en nôs evit pidi Doue, ac e castize he c’horf innocjant-dremortificationou dreist he oad. He zad o veza he alyet da zimizi da un Digentil han-Vet Ulfon, e cunduas ur vuez quer santel er stat a brie-delez, evel m’e devoa graet en he yaounctis; elevi a reas santelamant he bugale, ac o boasa neubeut-a-neubeut da bratica an euvrou a garantez; angagi a eure ive he - fried da lavaret bemdezOfic an Itron Varia, ha da gôses ha da sacramanti bep guener; ober a reas sevel un Hos-pital evit an dud paour, ac ar re glan, da bere n’en em gontante quet da fournissa quement tra a ïoa necesser evit o c’horf ac o ene, maes ehoas he-unan e rente dezo an oll servichou eus a ur vates. He fried Ulson touchet dre he exempl, en em rentas Religius eus a Urz Sant Bernard, ac a varvas souden-goude evel ur Sant. Epad an tregont vloaz ma tevas an Intâves santel-mâ var e lerc’h, e praticas ar rusta pinigen; quemer a reas an habit a benitantes; ne devoa evit guele nemet ur pallen astennet var tri pe bevar planquen; yun a ree pevar devez ar sizun, ha d’ar guener divar bara ha dotir; saeramanti a ree liesgueich ar sizun, ha tremen un amser vras bemdez e harz treit ar Grucify. Mont a reas ê pelerinaich da Jerusalem ê pelec^h e ve-sitas ar pla^ou santel eus hon Redamtion oc’h oarosi gantedaelou. Fonta a eure ê Vasteïn ur Gouet Leaneset, da bere e roas ur Reglen admirabl, evit o c’hundui da ur vue^ santel ha parfet; an Urz-se a sobet hanvet a c^houdeyez Urz Sant Salver. Ar Santes-mâ e devoe en e buez revelationou bras; al levr ê peini ez int comprenet, a so bet examinet ac ap-prouvet en ur Choncil, ha cals a eneou-mad a guef en-nan moyennpu bras evit enera sanctifia muy-oc’h-muy. Erfin goude beza anduret epad ur bloaz ur c^hlênvet anquennius, e achuas he buezdre ur maro precius, en bloaz 1^373, oagetaunnec vloaz ha tri-uguent. 0 600 santes birgiT