Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/61

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

49 Ar Gouerneur trec’het dre ar gouraich eus ur Verc’h quer yaouanc, a antreas ê furor, ac a reas he c’hass d’ar PIU9 infam : maes Doue peini ne abandon morse âr re a laca o fizian^ ennan, a bermetas ma voe remerquet en he c’hichen ur sclerigen gaér, peini a spountas ar re a falle dezo he insulti. Ministret an Idolou a vrudas etouez ar Bayanet e voa Aignesur Sorceres; ac importuni a resont quementar Barner, ma he c’hondapnas da veza devet ê beo. Maes an tan a respetas he Chorf: ac evel an tri den yaouanc ê fornez Babyloon, e santas ur frescadurez doug e creiz "ar flammou. Ar Barnerobstinet bepret a ordrenas he zreusi gant ar c’hleze. • Ar Bourreau ne grede tostât out-y nemet en ur grena, maes Aignes er c’houraichas da executi an urz en devoa rccevet : hastit, emezy, da zistrugea ar Chorf-mâ peïni en deus bet ar malheur da bligeout da zaoulagad-all, ouspen da re ma Fried divin, peini eb quen am eus caret bepret. Ac o sevel he daoulagad etreze an Eê : recevit, emezy, 6 va Salver, un Etie peinj e deus coustet quement deoc’h, ha da beini oc’heus roet quement a vercou eus ho carantez. En ur achui ar c’homsou-mâ, e recevas an taul eus ar maro, er bloaz 3o4, d’an oad adrizec vloaz. r REFLEXION. Santes Aignes d’an oad a zaouzec vloaz a gonsacras da Jesus he Chalori ac he Chorf dre ar veu a chastete. 0 peguen dign eo da yeza caret ar Pried e deüs-hi choaset! Peguer caér ef-èn ! Peguer puissant! Peguementa garantez n’en deus-èn quetevit-y! En em roit oll dezâ, ac e santot an effejou douceus e garantez. 0 Jesust Pried divin hon Erieou! ma vec’h anaveset gant an dud, e teufent d’ho caref, ha da zisprizout an oll guenet eus ar grouadurien, evit ho possedi c’hui eb quen. Eil ReJlexion. Peguer mad, ha peguen avantâjus e caret ar burete adalec ar yaouanctis 1 Peguen agreabl eo ar vertu-mâ da Zoue! Peguement a c’hracou^ zeu-hi da denna var ar ré he fossed! Mar oc’h eus-hi conservet, Ene Christen, meulit Doue, hâ cpntinuit da ober oc’h oll bossibl evit miret un tensor quer precius. Mar oc’h eus bet ar malheur d’e c’holl, na zaleit 4 SO sant aïünes