Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/607

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ant bruno. 595 de beza cunduet ur vuez-vad ervez an apparanc; pa voe douguet e gorf d’an IIis evit e enterri, en amser ma cane ar Veleïen an Ofi^ en dro d’ar c’horf, pa voe arru gant ar guentel peini a gommanc dre ar c’homsou-mâ : Res-ponde mihij ar pez a sinifii e brezonec, Respondit din. Ar e’horf maro ha lavaras gant ur vouez cre ac es-trainch, accuset oun er jugeamant just ha Zoue; ar spount o veza sesiet an oll assistantet, e voe leset an an-terramant bete antro-nôs. Dont a reas nr foul vras a dud ; pa voe commancet cana ar meiftes quentel, Responde mihi, an hini maro a grias gant ur vouez creoc’h, barnet oun er jugeamant just a Zoue ; an estlam a reas lesel an enterramant eb e achui. Pa voe erfin commancet an Oñq evit an trede gueich, e lavaras gant ur vouez horriploc’h condaonet oun dre ur jugeamant just a Zoue. Bruno peini a velas a glevas ac un dra quen estlamus a voe quer scoet, ma prometas da Zoue d’en em retira en desert evit tremen e vuez er, rusta pinigen. C"huec’h eus evignonet o veza deut d’e velet, e lavaras dezo : ê petra sougeom-ni, emezân, en ur vouela, un den peini en deus bevet evel ur c’hristen-mad ervez a gredemp, a so daonet, piou a ell goudese beza en assuranc ? O pe-guen terribl e Jugeamanchou an Autrou-Doue! An den maro-ze n’en deus quet parlantet evintâ e-unan, evidomp • eo en deus grset Doue ur burzud quen terribl; evidoun-me, emezan, graet am eus va sonch d’en em retira er so-litud evit ober pinigen; e c’huec’h compaignon touchet, quên dre ar pez o devoa ive guelet.o-unan, quên dre ar resolution eus a Vruno, a lavaras dezân ez-oant prest d’èn heulia en desert. Mont a resont assambles da gaout Sant Hug Escop eus a Grenobl, evit e bidi da rei dezo en e Escopti ur plac benac, pell dious Commerc ar bed, ê peini e alfent tre-men o buez er binigen. An Escop a lavaras dezoen de-voa ur pla^ hanvet Chartreuz, maes ive penaus al lec’h-sea voa un desir horribl, leun a c^herrec, peini a vihe goloet gant an7Erc’h epad ar goân, acê pelec’h ne chom-me nemet loenet gouez. Sant Bruno peini ne c’houlenne quet guell, en em dennas dy gant e c’huec’h compaignon. 596 sant BRüNO.