Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/558

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

o. D’an oad a bevarzec vloaz o veza antreet da ober e be-dennou en un Ilis dediet d’an Itron Varia, un hanter-leq dious Bruxel, ar Belec peini en devoa ar garg eus an Ilis, ravisset o velet e zevotion, a broposas dezâ chom gantan evit servicha an Ilis , ha respont an Oferennou. • Guyon peini ne c’boulenne quet guell, en em offras a galon vad da ober quement a vize rêt. Sourcius-bras e voadaguempenan Ilisacan Auteriou, da renca an traou, ha da zere’hel pep-tra prest en e vare. Goude e labour greât, evit disquiza en em daule var e zaoulin dirag an Auter; alies e tremene eno an nôs en oraéson : h$ mar boa obliget da reposi un neubeut, e voa var pave an Ilis. E Gommanant ne voa quet bras, cousgoude en ur es-pern divar e vevânQ, ac o tiouret meur a dra, e cavear voyen da sicour bemdez meur a baour. Ouspen-se pa en devoa un dra benac a amser dezâ e-unan, e visite ar re glân, ac e rente dezo aii oll servichou a voa en e c’hallout. Ur marc’hadour eus a Vruxel peini a anaïe e furnez ac e fidelite, a c’hoantaas e gaout evit consort en e dra-ficq, aca lavaras dezân : gouzout a ran oc’h-eus bolonte vad da sicour ar beaurien, maes er stad ma zoc’h, paour hoc’h-unan eveld-o, ho callout a so bian : mar quirit dont guenê-me, ho peso souden pe-a-dra da denna ho querent eus a boan , ha da ober alusenoii bras. Guyon peini a zezire gallout sicour muy-oc’h-muy ar beaurien, a heuliasar marc’hadourebconsulti Doue, naquemeret avis digant den. Intantion ar marc’hadour a elle beza mad, cousgoude an dessein-ze a voa un dromplerez eus androuc-speret, peini aglasque tenna Guypn eusai stat ê peini eveve gant quement a santelez, aca glasque coll dre vadou ar bed, an hini en era sancti^e er baouren-tez. Doue peini n’en devoa permetet an êncard-se eus a Guyon nemet evit e instrui divar e goust, ac ober dezan guelet penaus en hent eus ar silvidiguez ez eo goal-gouarnet an nep en em c’houarn dre e speret e-unan, ac evit disqui dezan, ha da bep-unan ober en e stat ar mad a ell ober, elec’h en em areti quement da songeal ermad. 12 Guengoto. sayt ggy.- 547 a ree