Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/517

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

soueset o velet ur Roue yaouanc ha quer puissant o ve-va ene Balesgant un devotion a vize bet admiret en ur Gouent ar guella reglet. Leun azisprisan^ evit ar bet, e commancas d’en em zisober eus a bep magnifi^an^ en e habijou ; douguen a ree ur gouriz ren, ha pratica pini-gennoù-all rustoc’h. Peb bloaz d’ar Guener-ar-Groasen em rente er Chapel santel ê Baris, ê pelec’h e conserver un tam eus a vir Groas hor Salver; eno gant e Habijou Royal, ac e Gurunen var e benn, e expose e-unan ar Groas dâ veneration ar bobl; goudese e benn disolo, ac e dreit noas, o veza graet e beden var e zaoulin gant cals a zaélou, e teue da bocquet d’ar Groas Santel gant un humilite peini a douche calonou an oll. Oc’h en em acquita quer mad eus a oll deveriou ur Christen devot ha parfet, ne neglige netra eus a zeve-riou e Garg; ha rei a reas mercou eus e gouraich ac eus e vaillantis. Mar boa bresel, mar boa ret combati, en em gave bepret e penn e Arme peini a gommande e-unan. Evelse e voa quen estimet gant e soudardet, evel ma voa caret gant e bobl. An displijadur en devoa o velet an Douar Santel e pos-session an Turquet, a reas dezâu dastum un Arme vras ha puissant evit o chasseal ac’hano. O veza erruet en E-gipt,-e trec’has souden ar Sarazinet, ac e quemeras ar c’hrea quer eus ar vro. Maes ar c’hlênvejou o veza dis-truget an darn vuya eus e Arme, he voe quemeret, ha graet prisonnier. En e gaptivite e veve e peoc’h evel pa vize bet en e Bala?s, ha praticla a ree e zevotionou ervez e gustum ; ar soummission humbl en devoa evit an urz eus a brovidan^. Doue, peini endevoa permetetquemen-se, ha ree e oll gonsolation. Ar Sarazinet ha admiras ar •gouraich gant peini e revusas obér en e brison, ha gant danger e vuez, un dra a c’houlennent digantan, control d’e enor ha d’e goustianc. Goude beza accordet gant ar Sarazinet evit e rancon, e voe lequelet e liberte èn ac e Arme. Pa voedistroê Franc e crescas e zevotionou ; ouspen ar yuniou eus an*Ilis, e yune bep Guener epad ar bloaz ; rei a reas ordrenancou evit ar respet dlet d’an Uisou ; difen a reas al leoudouet ac ar blasfemou, oc’h S06 sant loüis. to fia/^v.