Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/506

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

N’enem gontantomp quet da admira vertuziou ar Saent, soi* geomp ousperize d’o imita. Ar Princ santel-mâ en deus bet en e vuez ur burete Angeliq, ur vodcsti, un doucder, un devotion ac un humilite admirabl; renoncet en deus da cliloar ar bed ha d’e blijadurezou, evit cundui ur vuez humbl ha mortifiet; bevet en deus evel ur paour evit soulagi ha pinvidicât ar beau-rien. Ne vanq quet deomp exemplou caérha santél evit hon excita d’ar vertu, nues ar gouraich ac ar volonte vad eo a vanq deomp, sioaz! . An uguenvet devez a viz Eaust. SANT BERNARD, ABAD. Sant Bernard guinidic eus a Bourgoign, en em roas-oll en e yaouanctis d’ar studi ha d’an devotion. O veza ar-retet un dêiz e zaoulagat var ur vreg dre un neubeut a • guriosite, e quemeras quèment a gueuz, ma en em dau-las en un lennad dour, ê creiz ar gouan, evit ober pini-gen eus ar faut-sé. Ân daingerou a gaveer bed, a reas dezâ quemeret ar resolution d’e guitaat, evit consei vi e innoqanq; inspira a reas ar memes desir da gals a dud yaouanc, pere ayeas gantâ en nombr a dregont, d’en e’m ofr da SantStefan, Abad eus a Gouent Citeau, péini o recevas gant ür joavras. Bernard a vevas eno gant ur ferveur dreist-ordinal: ac evitenem excita muj-oc’h-muy, en em interroge e-unan alies, en ur lavaret : Ber-nardy perac ech-eus-te quiteet ar bed? A ne de quct evit en em renta Sant? Labour eta den ern sanctijia. Ar burete eus e galon, e humilite ac e vortification a iee dezan santout un doucjder ravissant en Oraeson; en em blijout a ree ive oc’h ober ar servich humilianta ac al labonr poaniussa eus an ty. Ebars er Gouent-se ar Religiuset evit en em antreteni, a laboure o-unan o douar : hada ha midi a reeiit an id a serviche dezo da ober o bara. Evel ar Superieur ne ga-* \ 90 Eausl. sant bêiwarh. $9$