Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/469

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

GERMEN. 467 An Escop carantezus, o veza ur veich-all râncontret un den paour ha coz, peini o touguen ur bec^hpouner, ne grede quet tremen ur staer, dre garantez ha truez ountâ en em gargas e-unan eus ar bec’h, ac en dougas en tu-all d’ar staer; ha distrei a eure evit tremen.an den paour var e ziouscoaz. Erfin goude ur vuez quer carantezus ha quer santèl, ez-eas da receo e recompamj, en Eê, er bloaz 449? ac ar pempet ha tri-uguent eus e oad. REFLEXION. Buez Sant Germen a so bet leun a draou admirabl ac a ver-zudou : remerquit penaus ez e bet ive leun a vortificationou ac a binigen. E vevan^ a voa paour, e humilite a ïoa bras, e zoucder a ïoa admirabl, e garantez a voa ardant ha prest da sicour an oll. Dre ar vertuziou caêr-mâ en deus meritet an is-tim ac ar respet eus ar re vras ac eus ar re vian; dre ar vertu-ziou-mâ en deus rentet e oll-bobl devot ha fervânt. Pebes mad na raém-ni quet ma hon be ar memes vertuziou. An trede devez a viz Eaust. SANTES CUNEGOND, AMPEREl RES, INTAVES HA GUERCHES. Santes Cunegond guinidic eus an Allemaign e devoa en e yaouanctis ur vertu ha qualiteou quer caér, na teu-as ar brassa ha puissanta Autronez eus ar vro d’e goulen evit pried. He c’herent he accordas erfin d’an Duc a Ba-viêr Sant Hênri, peini a voe goudese Ampereur eus an Allemaign. An daou Bried santél-mâ er c’henta deiz euso eureud a reas un accord assembles da viret ar chastete epad. o buez, en ur consacri da Zoue o virginite. Doue a scuil-las e faveuriou brassa var daou ene quer pur. Ac eus a neuse e resont ur profit burzudus er vertuziou , an eil oc’h excita eguile d’an devotion ha d’ar pratiq eus an euvrou-mad.