Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/458

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Z£R HA SANT CELS. 28 Gouere. Pebes carantez eo instrui ar vugale bapur-ze! Pebes niirit evit an nep er gra! Ha ne ouffac h quet lenn, e illit cousgoude contribui en ur faecon benac da silvidiguez hon nessa. Mar gouzouch ur Chan-tic spirituel, ur Verz benac, e illit e c’hana ac e disqui d’ar re-all; pa ho pe comprenet un dra benac a vad en ur Sermon pe éléc’h-all, e illit e lavaret d^ar re n’o deus-èn quet clevet, da viana e illit coms ha Zoue, pe a draou mad en antretien ac er gon versation. An nep en deus carantez Doue en e galon, a gav en eil fae^on pe en he-bên, ar voyen da ober ar mad. An navet-varn-uguenl a viz Gouere. SANTES MARTHA, GUERCHES. San^tes Martha, Choar da Vary-Madalen ha da Lazar, guinidic a Vethany tost da Jerusalem, a voa ur Verc^h ftir ha parfet, ha respetet é Jerusalem ac ê Bethany aba-lamour d^he vertu. Gant dispositionou quer caér e teuas souden daanaout Jesus-Chnst evitar Messii. Querquent a ma clevas e Zoctrin Celestiei, e voe touchet ha ravisset he c’halon : ursourci ac ur pres bras e devoa da assista en e Instructionou, ac e .pratique gant fidelite e gusuli-ou santel. Ar meuleudi a ree hor Salver eus ar Virgini-te, a reas dezi quemeret ar resolution da renonc d’a^ bed, ha da veva retiret. He breur Lazar o veza unan eus a zisquibien hor Sal-ver, ac ne Choar Mary-Madalen o veza distroet ous Doue dre ur goftversion parfet, o zy a voa evel ur Gouent : pep-itra a voa en urz ha reglet mad : ar beden, al lectur spirituel, al labour ac an euvrou a garantez a occupe o oll amser. # Map Doue o tremen dre Bethanii, Martha er suplias humbl da logea en he zy, ac en em lacaas he-unan da brepari da zibri dhe Maestr divin. Mary-Madalen transportet gant joa o velet he Salver en he zy, a aseas eharz e dreit evit clevet e oll gomsou ha profita eus e instructionou. Martha a chelaoue ive un 29 Gouere, s aotes hartha . 447