Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/417

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ous Vital ha Martial. Vital a respontas : evit beza yaou-ancoc’h evit va breudeur, n’em eus quet neubentoc’ha gouraich evit-o. Martial ar yaouanca eus an oll, a zis- 3uezas ur gouraich ac un nerz ingal da hini e oll vreu-eur : ar brassa aoun en devoa, a ioa ne vize espernet : Chnsten oùn, emezan, ha quement a horreur am eus, evel va breudeur, eus hoe’h Idolou : ma liquit d*ar ma-ro, Christen oùn. . Condaounet e voent oll da vervel, ha mont a rezont d’ar plag eus o suplic evel da ur pla<j a Driomf. Janvier a voe scourgeset, ac a varvas didan an tauliou ; Felix ha Philip a voe assoumet a dauliou baz ; Silanus a voe ^re-cipitet; Alexandr, Vital ha Martial a voe dibennet; San-tes Felicite o Mam a voe dibennet an diveza; ha lavaret c a elleur penaus e deus souffret oll dourmanchou he seiz map, pere a vele o vervel dirag e daoulagad, ha penaus ez-eo oet eiz gueich Merzeres. Receo a rezont ar Gurunen a Verzerinti e-tro pevar bfoaz âc eiz-uguent goude Donediguez horSalver. REFLEX10N. Peguen eürus eo ar Vam peini e deus quen-alies a Sant evel e deus a grouadur! Hounes eo gloar Santes Felicite. Neubeut a Vammou a ve caret a guement n’o deffe ar memes eur-vad, ma vent oll couls Christeneset evel ar Santes-mâ. Pa ne gomser d’ar vugale adalec o clienta yaouanctis nemet eus an deteriou eus ar Religion, eus a importanc ar silvidiguez, eus ar fragilite a vadou ar bed, eus a avantachou eternel ar vuez eürus en Eê, e caver ar gonsolation da gaout quen-alies a Sant evel a grouadur. Neubeut a dieguezou a ell hirio en em c’hlorifia eus un hevelep eur-vad, abalamour ma zeus neubeut a bennou tyeguez a guement a ve ê guirionez Christenien. Ne de quet souez ma veler en tyeguezou quement a dristidiguez, quement ha chagrin causet gant ar vugale i ar guerent en em glem eus a zisurs o bugale ; maes na dlefent-ii quet quent en em glem da veza manquet d’o instrui abred ervez Lezen Doue ? Ma vize bet ar vugale-ze guell desquet, e vènt furoc’h. i