Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/367

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

e devoa da 16 Vezeven. sant cyr ha santes jülit. 355 veva ïtiad gant he fried ha da gonservi ar peoc’h en he famill; ac e vigilanc var he zieguez, evit lacât urz ê pep-tra, a ree he occupation ordinal. An Itron-mâ humbl eb affectation, ha guisquet pret ervez he c’hondition, maes er faecon ar modesta, a inspire d’ar re-all cals a is-tim ac a respet evit ar vertu : pep-unan a admire he furnez en he c’homsou ac he doucder ê quêver an oll. He fidelite da bêa mad he servicherien ha da bourvei d’o ezomou, quên ê yec’het quên ê clênvet, ne oa qnet an distera eus he vertuziou ; he c’harantez evit an dud paour acaffliget a c’hounee dezi calon an oll beaurien : oref, goude beza en em acquitet eus he exerci^oü devot ha carantezus, en em lequee bepret da ober ul labour benac, eb cliom morse oésus. Doue evit purifia ha perfectioni he vertu dre an afflic-tionou, aguemeras he fried ê creiz e vrud. Beza e de-voa ur map hanvet Cyr, peini n’en devoa c’hoas nemet tri bloaz pa gommancas an Ampereur Diocletien da beiv-secuti ar Gristenien. Julit na^esire nemet an ocasion da soufr. ar Verzerinti, maes he ambaras oa gant he map : aoun e devoa na vize lamet diganti, ha na gouezze etou-ez Payanet; dre-ze e reas e sonch da guitât he bro evit gallout preservi he map, ac en em retira a eure ê Silicii. Maes ar c’harter-ze na choinas quet pell eb santout ar Bersecution. Ar Gouerneur Alexandr a zeuas dy evit exe-cuti Ordrenancou an Ampereur. Ar Santes o compreii ervad e tostee an amser dezi da ober da Zone ar sacrific eus he buez, a redoublas he attantion da instrui he map ha da inspira dezan santimanchou christen, ha requeti a eure ar c’hrac digant Doue na bermet-se quet e chom-ze he map er bed en he goude: he feden a oue chelaouet. Ar Gouerneur informet ez*oa Julit Christenes, a reas . he arreti. Rn em bresanti a eure dirazan gant he map è-tre he divrec’h. Ar Gouerñeur oc’h he c’havout ferm er Feiz, a ordrenas tenna he map diganti ac ober dezi soufr var an heur un tourmant cruel. Neuse e comman-^as ar c’hrouadur da grial ha da ober e oll effort evit en em denna dious ar re èn dalc’he, evit moht da gayout e vam peini a ïoa en ur stad truezus. Ar Barner o velet ar