Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/134

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

422 SAffTES macharit. 23 Fevrer. mam d’an- oad a éiz vloaz, he chomas eb instruction. O caout re a liberte, he teuâs erfin da goueza en oll disur-zou a bere eo capabl ur plac’h yaouanc peini ne de quet dalc’het na dre zougeanc Doue, na dre hini he c’herent. Nao bloaz a ïoa mâ cundue ur vuez a voal exempl gant un Digentil eus ar c’harter, pa zigoueas d’e amourus maleürus, goude beza bet oc’h lie guelet un nosvez, beza lazet en hent, eb gouzout dare da zen. Daou zevez goude-se, Mae’harit enur bourmen a remercas en ur fos corf an Digentil hanter-vrein, peini a daule ur flaer insupor-tabl. Ar guêl eus un dra quen horribl he scoas, ha Doue en em servichas ahezân evit he c’honvertissa. Quement a c’hlac’har ac a horreur a guemeras ous he c’hrimou, ne glascas muy nemet ar voyen d’o effaci dre ur guir binigen. Mont a eure en ur vouela d’en em strinca da dreit he zad, goulen a reas digantâ pardon eus an dispris he devoa graet eus e autorite, oc’h e suplia d’he derc hel en e dy, evit he zenna eus ar pec’het, ha rei dezi dre eno ar voyen da repari dirag e zaoulagat ar fautou eus . he buez tremenet. Peguer fachet ac indignet benac ma voa*he zad, en em santas touchet dre mercou quen anad eus ur guir gueuz, ac he receo a eure en e dy; maes he lesvam criz na dinatur n’allas quet he anduri, ac he chasseas. Ar Plac?h-mâ, c’hoas yaouanc, diffamet, chasseet eus he zy, eb sicour ebet, en em gave en diveza extremite. En he affliction he aseas ê jardin he zad, disposet da vervel.quent gant an naoun ac ar baourentez eguet dis-.trei d’he dissurzou. Hirvoudi a ree var he stat trist, ac he lavare en ur selletoüs an Eê : Ah, Salver, c’hui peini a gonvertis bemdez quement a eneou, na viot-u insan-sibl nemed d’ar c’holl eus va hini-me? Coustout a ra deoc’h quement ac hini ar Vadalen, ha quement ac hini ar Bec’heres Thaïz. O c’hui peini oc’h eus va frenet dre ar pris eus ho Coad, n’am abandonit quet, ha grit mise-ricord . em andret. Neuse en em santas inspiret da vont d’ar Guaer a Gortoon, evit discleria ha detesti he oll buez ê treit ur Chonfessour, ha disqui gantâ ar pez 0 23 Fevrer. santes mac^harit. 12