Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/120

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Eluuz o santout nerz he c’honisou, a zisclerias dezi : Me garre accordi deoc’h*ar pez a zesiret; maes gouzout a rit e colfen va oll madou, va c’harg ha va buez; beza em be drouc-c’hra<£ an Amper^ur, han’em pardono biquen, mar en em reritan Chnsten. Penaus eta, ,eme ar Santes, c’hui oc’h eus aoun rac ur Prin^ mortel, ac e falfe deoc’h e teufen-me da denna varnon ar goler a Zoue dre an horripla eus an oll grimou ? Gouezit ez oùn Christenes, ha penaus an oll tourmanchou ne oufent quet va c’hon-traign da zispligeout da Zoue. Eluuz o veiet ne voa netra da ober gant-i, a zenchas e garantez ê füror, ac he c’hondaonas evel Christenes da veza dalc’het a zistribill dre he bleo. Epad ma chomas er stat-se, he bisaich a goenvas quement, ma voa diaes he anaout, ha biscoas n’he lavaras nemed ar c’homsou-mâ: Ô va Doue, deut d’am sicour, n’am abandonit quet er boan a soufran evit o cloar, c’hui peini oc’h eus conser-vet an try Chrouadur ê Fournez^Babiloon, ha Daniel ê creiz*al Leoned : enoc’h, o va Doue, e ma va oll fizian^. Erfin he voe dibennet assembles gant dec Soudard ha c’huec’h-uguent, ^ere he devoa convertisset. An triomf glorius-mâ eus a Santes Juliana a arruas var dro try c’hant vloaz goude Donediguez hor Salver., REFLEXION. Ac èn so biscoas cavet etouez ar Bayanet, na memes etouez an oll dud fur ervez ar bed, ur furnez ac ur gouraich a guement a dostaé ous hini Santes Juliana? Ur Verc’11 a drivec^h vloaz, ganet gant un tad ac ur vam eb Religion, peini a elle ober ùr fortun ar c’haêra, a zeu da zisprisout an oll avantachou-ze, ha d’ho divoeret gant joa evit conservi ar galite a Gristenes pe a Servicheres da Jesus-Christ. Pebes furnezn’hon eus-ni qùet re-merquet en he c’homsou, pebes prudanc en he responchou, pebes couraich, pebes constanc é creiz ar c’hruela tourman-chou! Miraclou a garfemp da velet evit excita hor Feiz, evit sou-ten hor perseveranc. Pe seurt Miracl caéroc’h na touchantoch eguet ar Verzeres illustr-mâ, ha quen alies a Verzer ac a Verze-res-all ? Ma ne zeuomp quet d’en em gonvertissa dre an exemplou bras-se pere o deus contribuet quement da gonversion ar bed- 16 Fevrer. SANTES JU