Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/679

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

2. Querzu. Santés Bibianà. 663 " divar al lesen vad ; en em servijout a eure a bep seurt fines-saou, a bromessaou caër bac a gomsou artificius ; mæs erfin o velet e oa ioutil quement a ree , e tisclerias d’ar gouerneur ne oa moyen ebet da zont a-benn anezi. An tyrant gant an dipit hac ar goler en devoa d’en eip velet trec’het gant ur plac’h iaouanc, a ordrenas he scour-jea gant scoorjeou goarnisset gant plôm, quen a zeuze da vervel. Goude beza anduret an tourmant-se en ur sellet parfet ous an eô, ez eas he ene da receo evit recompanç ar gurunen doubl eus ar veçc’hes hac eus a verzeres. He merzerinti a erruas var dro ar bloas 370. Keflexion. An tentationou pere a erru gueneomp a bers an dud a so alies danjerussoc’h eguet ar re a zeu eus an drouc speret memes. Santés Bibiana a so bet incitet ha sollicitet en ur fæçon estrainj, gant ur vreg maleûrus ha gant un tyrant da ober traou controll d’ar fidélité a zlie da Zoue. Mæs netra ne voe capabl da vralla he c’houraij, hac e trec’has an oll adversourien eus he silvidiguez dre an oræson , dre lie fizianç e Doue ha dre ar guel eus ar recompanç a es-pere. ' Exposet oump da un infinité a dentationou : ar bed, ar c’hiq hac an drouc speret a zeu d’hon tenti. Doue a ber-inet quement-se evit hon renta humploc'h, evit ma teuïmp da anaout hor sempladurez, ha da glasq sicour digantan : Doue er permet evit eprouvi hor fidélité, evit rei deomp ' occasion da veritout, ha da grisqui hon recompanç en eê ; mæs dre un effet eus he brovidanç santel ne bermet quet e vemp tentet en tu-all d’hon nerz, ac e ro deomp he c’hraç evit trec’hi an dentation. Ha cetu a-se ar pez a zle lion excita da résista gant couraij d’an oll adversourien eus ar silvidiguez. Bac mar lema Doue en tu gueneomp, hamar d’oump fidel dezan , hac e teufe an ifern oll d’en em re-volti en hon enep -, hac e teue an drouc speret da redoubli he effort’, hac e teue an oll grouadurien da glasq hor c’holl, ne vezo netra capabl d’hon trec’hi ; he c’hraç a so creoc’h ha puissantoc’h eguet an oll effort eus hon adversourien , hac un désir ardantoc’h en deus d’hor savelei, evit n’en deus an drouc speret d’hor c’holl. Ur voyen vras evit trec’hi an oll dentationou , eo , pa vemp tentet j lavaret deomp hon-uuau : Petra’z ann-me da- Digitized by Google y 66 \ . Saute