Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/655

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

. Du. Santés Èlisabet. 639 0 vezâ bel demeset d’ar prinç souveren eas a Turinje, en ém acquitas gant fidélité eus he oir deveriou e quêvèr Doue hac e quêver he fried ; seul-vui m’én em vele hue-leet dirac an dud, seul-vui en em iselee hac en em humilie dirac Doue. Sevel a ree bemnôz evit ober oræson ; castia a ree he c’horf dre binijennou quer bras, ma voa oblijet he c’honfessour d’ho moderi. He giiiscamant a oa ar modesta hac ar simpla a aile douguen ur brinces eus ur renq quen huel, hac an itroneset eushefalæs a zeuassouden d’he imita. He c’harantez evit ar beaurien ac an'dud afflijet a oa quen ardant, ma vague un nombr bras anezo, hac alies . ho servije he-unan. Goude beza en em acquitet eus he exerciçou a zevotion hac a garantez , e implije ar rest eus anamser oneza hac o tihuna gloan , evit guisca ar beau-rien. Ar prinç he fried o veza deut da vervel, an intâves san-tel, oajet epquen a uguent vloas, ha carguet a dri c’hroua-dur , a renonças d'an oll grandeuriou eus ar bed, hac a guemeras an habit a drede urz sant Frances. Evel hinien-nou eus ar brincet hac eus an autronez guenta a Durinje, pere a voa leun eus a speret ar bed, ne allent quet soufr an éclat hac al lufr eus he vertuziou, en em lequesont da glasq affer out-hi : he accusi a resont daveza goall distri-buet ha prodiguet madou he fried, hac e leversont que-ment a traou anezi, ma voe græt dezi coll he oll madou , chasseet e voe eus he fales, iifjuriet ha tretet en ur fæçon an indigna. Ar brinces humbl a soufras oll jtep en em gleni, hac a reas cana an Te Deum, evit renta graçou da Zoue. Neuse en em retiras en ty bian, e pelec’h e tremene lie amseren oræson, hep sortial nemet evit mont d’an ilis, ha dfi visita an dud clan hac afflijet, père a gonsole meur-bet en ur renta dezo pep seurt servij, bete ober ho gùe-leou ac ho netaat, pocquet d’ho daouhrn hac alies d’ho zreit. Erfin oc’h anaout e voa tôst an deiz a zlie he unissa gant Doue, e recevas ar sacramauchoii gant un dévotion dreist-ordinal, ha ne ehanas goude-se da barlant eus a Zoua, nemet er momet ma échappas dezi he speret eürus. Mer-vcl a eure er bloas 1231 , d’an oad a bevar bloas varn-uguent. He c’horf guisquet gant an habit eus a drede urz, a voe enterretendis an hospital, pehini e devoa fountet ha græt Digitized by Google