Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/617

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

30. J7cr«. Sautes Pelagii. 601 . Ar Iregontvet devez viz Here. SANTES PELAGII , PENITANTES. Doue en deus roet d,’an Ilia unan eus ar c’haëra exem-plou eus he visericord infinit en andret ar bec’herien, e personaij Pelagii, pehini a oa unan eus ar vrassa pec’he-reset.ave bet var an douar. . Pelagii a oa ar guenta comedianes eus ar guær a An-tioch, brudet dré he guenet rar, ha mui clioas dre an disurs eus he buez ? Ar c’hoant e devoa da blijout d’an dud , a ree 'dezi en em visca caër bac en ur fæçon immo-dest-bras. Sant Nonnus, escop a Heliopolis, o veza en em gavet en Antioch , ar patriarch eus ar guær-se er pedasda ober ur sermon d’ar bobl en un deiz a solennité ; ar réputation eus a sant Nonnus pehini a zlie preseg, a reas ma oa bras ar foui. An escop santel a bresegas en ur fæçon quen touchant var an drouc infinit eus ar pec'hët, ha var an ten-por infinit eus a visericord an Autrou Doue , ma en emle-queas heoll auditoretda vouela. Ar gourtisanes Pelagii', petra-bennac ne oa quet c’hoas badezet, en ém gavas dre chanç er foui, pe evit lavaret gqell, dre un effet eus ar brovidanç divin. Beza e voe quen touchet, ma commanças da hirvoudi ha da gaout horreur ous he goall buez. Gou-de ar sermon efeuas gant ur galon contristet hac humiliet d’en em strinca da dreit an escop santel e presanç cals a dud, oc’h he suplia gant cals a zaëlou d’he badezâ. Sant Nonnus a represantas dezi penaus reglennou santel an Dis a zifenne badeza ur bec’heres publiq, hac ispicial ur gourtisanes eveldi, ma ne-renonce diaguent d’he goall buez, ha ma na roe mercou suffisant penaus ne zistrose mui d’he disursou. Pelagii pehini en em zalc’he bepret prosternet ehars treit ar prélat santel, a lavaras neuse : Va zad, ma daëlou a zle beza an testeni eus a sincérité va c’honversion. An escop o veza dent da anaout penaus ne zlie quet refus dezi ar pez a c ’houlenne gant quement a vercou g gontri-tion ha gant ûr berseveranç quen édifiant, he badezas goude beza he instruet. An diacr Jacques pehini achomme gant sant Nonnus, Digitized by Google