Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/463

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

10. Eost. Saut Lauhans. 447 quet beza separet dious arpontif : perac e carrach-hu ma dilesel ? Just eo dyar c’hrouadur accompagni he dad. Sant Sixt, touchet oc'h he glevet, a lavaras : En em g on-solit, va map , ho tesir a vezo souden accomplisse : Ht, ha distribua d'ar beaurien tensor an ilis. Lauransnegollas quet ur momet. Goude beza lequeet etre daouarn tud fidel au ornamanchou ac an arc’hanteri sacr eus an ilis, e queme-ras an oll arc’hant destinet evit ar beaurien ; mont a eure en oll blaçou eus a Rom, e pere edo cuset ar gristenien, evit distribui dezo an alusennou ; hac en urbourvei d’ho ezomou , ho exhorte hac ho c’houraje da berseveri er feiz, Goude beza tremenet an nôz en euvrou-se a garantez f en em rentas d’ar prison evit caout ar gonsolation da velet c’hoas ur veich ar pap santel, pehini a oa condaounet da veza dibennet ; o veza en em strinquet d’he dreid , e tis-clerias dezan en devoa distribuet tensor an ilis, ha ne van-que mui netra nemet he accompagni ër sacrifie sanglant a ièe da ober eus he vuez. Sant Sixt èr c’honsolas en ur lavaret : Va map, didan tri dez em heuliot. C'houi ho pezo dn eur da sou fr evit gloar Jesus-Christ mui evit na soufrin-me ; ar gombat am eus-me da souten a so dister ; hoc'h hini a vezo brassoch, hac ho triomf a vezo gloriussoc’h. En effet, souden goude ma voe merzeriet ar pap santel, au impalaër a reas sesia sant Laurans , digant pehini e c’houlennas pelec’h edo tensor an ilis a oa lequeet en he garg. Ar beaurien, eme ar sant, eo an depositerien eus a densor an ilis ; ac ar madou a glasquit aso dougueten eê dre ho douarn. An impalaër o velet ne oa mui moyen da gon-tanti he avariçdet, evit contanti da viana he furor ac he grueldet, a lavaras dezan : Ret eo var an heur adori hon doueou, pe soufr antourmanchou cruela. —Ho toueou faus, eme an diacr santel, ne veritont quet memes an enoriou a renier d'an dud ; penaus eta e oufen-me ho adori : espe-rout a ran gant graç va Salver , penaus ar gouraij gant pehini e andurin ho tourmanchou, a vezo un testent eus an oll gallout ar guir Doue a adoran. An tirant, en despet d’ar respont-se pehini a dlie ober dezan antren ennan he-unan, a ordrenas ma vize rostet e beo. Astennet e voe var ur c’hrill houarn , didan pehini e voa lequeet nebeut a c’hlaou , evit ma teuse da rosta dre hir amser , ha ma padse hiroe’h he boan. Ar batiantet , ar gouraij ac ar joa a zisquee ar merzer santel epad un tour*. Digitized

ed by