Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/207

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

3 !. Meure. Saht Amedee. i 9 ï Goude he bedennou dious ar mintin, eassiste en ofe-ren gant ur respet ha gant un dévotion quen édifiant, ma lavarer penans e voa aoualc’h guelet aa duc en ofe-ren evit caout dévotion. Antren a ree goude-se en lie gonseil, e pelec’h causiou ar beaurien ac an intàveset a oa ataô raportet da guenta. An injustiç a oa disoloet eno bepret ha punisset ; ac an innoçanç a voa sur da veza difennet, sicouret ha protejet. He garantez evit ar beaurien a voa quer bras , ma se-blante n’en devoa quen sourci nemet d’ho soulaji, hac he hlijadur oa distribui he-unan dezo he alusennou. Ouspen an hospitaliou en deus græt sevel, e veler c’hoas e meur a ilis e Savoa hac e Piémont, presanchou caër roet gantan*, pere a vezo en oll amser da zont ur merq eus he libéralité hac eus he zevotion. He zevotion ne viras quet na roas mercou eus he gou-raij hac eus he vaillantis pa oa attaquet gantennemiet he stadou; ober a reas dezo santout penaus evit beza sant, ne vezer quet nebeutoc’h courajus. An duc vertuzus-mà a voe sujet epad he vuez da goue-sa e drouc-sant. Un infirmité quen humiliant na servijas nemet evit purifia be vertu ^ he c’honsideri a ree evel ur c’hraç hac ur faveur eus an eê. Netra ne d’eo profitaploc’h d’ar re vras , a lavar-en, evit an infirmiteou : servijout a reont dezo evit trec’hi ners ar goall incliuationou. An afflictionou, emesan, en ur renta chuero plijaduresou ar bed , a ra deomp clasq ar blijaduriou doue ha pur eus an eê. En he glenvet diveza o veza græt guervel an itron an duchés hac an autrounes guenta eus he balæs, e lavaras dezo : Recommandi a ran deoe’h ar beaurien, exercit ar charité en ho andret ; rentit ar jusliç hep respeti nicun, ha grit ma vezo servijet mad an Autrou Doue. Goude beza re-cevet erfin ar gommunion hac au noën gant ar santiman-chou-se a zevotion gant pere e achu ar sæut ho buez, e varvas e Verceil er bloas 1472, d’an oad a seiz vloas ha tregont. An esquibien pere a assistas en he enterramant, a grede quer parfet e jouisse déjà he ene eus ar repos eternel en eê, ma teusont da zeliberi ha lavaret a rasent oferen an anaoun. Arc’hescop Tarantees a lavaras an oferen a Requiem , evit en em gonformi d’an usaij eus au lîis ; mæs Digitized by