Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/124

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

108 - Saht Eucher. 20. Ferrer. devoe souden ur gonsolation vras o velet e voa sourdu* hac acquetus da bidi Doue. Âr brassa plijadur a aller da ober dezan , oa he gaç d’an ilis, hac ar respet, ar vo~ desti, au dévotion a zisquese er plaç santel d’an oad a c’huec’h pe seiz vloas, a re admiration, an oll. O lenn comsou an abostol sant Paul, dre bere e lavar deomp penaus e tremen ar bed evel ur squeud, en em santas toucher hac inspiret da guitàt pep-tra evit en em rehta religius. Antrën a eure e abaty Jumieje, e pelec’h e cunduas ur vuez quer mortifiet ha quer santel, ma servijas da vellezout* ha da squêr d’pr fervanta religiuset. Goude maro an escop a Orlean, an dud a ilis hac an oll habitantet er choasas evit ho escop; mæs evel ma anaient he humilité vras, ha'm’ho devoa aoun na zeuse da revus ar garg, e pedsont Charl Martel, pehini a gommande neuse var ar rouantelez d’ho souten dre he autorité. Ar prinç-se a reas dezo unan eus he officerien vrassa evit mont gant-ho eus he berz da guemeret ar sant en he gouent, ha d he gundui da Orlean. Evel ne oa en em rentet relifeius nemet evit pellaat dious ar bed ha dious an enoriou, e voe quen afflijet pa glevas an neventi-se, evel pa vize c’hoarveet gantan ar brassa malheur ; hac en ur lavaret adieu d’he oll vreu-deur e scuiilas cals a zaëlou, gant ar c’hcuz en devoa d’ho c’huitaàt. Eucher goude beza bet ur religius fervant a zeuas da veza un escop parfet. Laçât a reas un urs ar c’haëra en he escopty, quen etouez an dud a ilis , quen etouez ar bobl. He vigilanç pastoral hac ar thad bras a ree partout, a zisplijas d’an drouc-speret. An adversour-se eus ar silvi-diguez a impüjas he oll finesseou hac he oll artifiçou evit he goll e speret ar priuç. Tud a voall goustianç a rapportas da Charl Martel penaus en devoa parlantet en he enep. An istim vras en devoa bete neuse ar prinç-se evit ar prélat santel, ne viras quet na en exilas d’ar guær a Goloign. ' Ar sant pehini n’en devoa quet brassoc’h désir eguct beva dianaveet ha dispriset, en em rentas gant joa er plaç eus he exil ; mæs he vert u o veza græt souden he anaoujt o Coloign , e voe respetet ac henoret gant an oll. r En em lacaat a eure e abati sant Trôn, e pelec’h e tre-menas c’buec’h vloas o cundui ur vuez oll celestfel. Eno Digitized by Google