Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/118

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Sakths Julian a. 16. Fèvrer* reont deomp..An heol hac al loar a. zeu d’hor sclerâaty an douar a ro deomp frouez evit hor maga, ha fleur evit hon rejouissa , hac un infinité a draou-aU ; consideromp-hi, ha trugarecaomp Doue pehini en deus ho roet deomp evel mercou eus he garantez. Mar deus traou quer mad ha quer caër var an douar, pehini ne d’eo nemet al lec’h eus hon exil, peguer caër ne d’ê quet ar barados, ha pe-bes joaüsdet na receo quet an eneou just er pales eternel-se a Zoue. Beza ez eus traou-all er bed pere a &eu da noasout deomp, pe d’hon incommodi, evel an amser rust, ar glaof an avel, an tournant. Pa santot ar boan a reont deoc’h, trugarecaït Doue dre ma permet quement-se evit ober deoc’h caout sonj e ma ouc’h er plaç eus hoc’h exil, ha non pas en ho pro. Soufrit gant patiantet an iùcommoditeou-se, ha livirit enoc’h hoc’h-unan : Mar deus quement da soufr er bed-mâ, petra na soufro quet er bed-all ar re gollet, slouas dezol Ar seitecvet devez a viz Fevrer. SANT LAÜMEB, ABAD. À.R sant-mà, pehini a veve en amser ar roue Cloteer, a voa quer paour a vadou ar bed, ma oue contraign en he iaouanctis d’en em lacaat da zivoal an denvet var ar mæs, tôst d’ar guær a Chartres, mæs beza a voa pinvi-dic meurbet e vertuziou. Quen dévot e voa, ma en em lequee, epad ma peure he zenvet en dro dezà, da bidi Doue gant ferveur, pe da gonsideri an eè, en ur gontempli au eûrusdet a behini é jouis ar sænt er barados. Beza e voa quer mortifiet, ma iune alies, ha quer carantezus, ma roe bemdez dam eus he voed d’ar beaurien. He guerent soueset oc'h he velet quer charitabl, hac o remercout ennà un dévotion dreist-ordinal, a zeuas da sonjal e voa destinet gant Doue da un dra bennac bras-'soc’h evit da zivoal denvet. Gant ar sonj-se el lequesont e scol e ty ur belec habil ha vertuzus, pehini en devoe cals a garantez evitan hac a guemeras ur jsôurci spécial dfen instrui. Laumer a brofitas quement er vertuziou bac er squiauchou, ma teuas par d’he væstr. Digitized by Google