Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
Evit Merc’her al Ludu.

Ho pet sonch, map d’en, ne doc’h nemert poultr, hac e tistroot e ludu.

Petra so capaploc’h da zistaga hor c’halon dious ar bed ha d’hon excita da gundui ur vuez gristen, eguet ar sonch eus ar maro ? Petra so creoc’h evit touich ha convertissa ur pec’her caledet en e zisurz ; petra so proproc’h evit consoli un den just en e boaniou hac en e afflictionou, eguet ar sonch eus e fin diveza ? Songit er maro, ha ne bec’hot morse : songit er maro, hac e servichot Doue gant ferveur.

Pet occasion a ganvàn-me bemdez da songeal er maro ! Guelet a ràn bemdez re-all o vervel, pere a lavar din : hirio evidòn, arc’hoas evidoud. Cousquet a ràn er guele e pehini e zleàn mervel : mont a ràn bemdez d’an Ilis da behini e vezin douguet un deiz : pidi a ràn var beïou va zud coz : querzet a ràn var an douar dindan pehini e vreinin : cleout a ràn bemdez o son ar memes cloc’h pehini a avertisso ar re-all eus va maro : santout a ràn memes infirmiteou