chant, quement pec’het, quement crim o deus grêt epad o buez. Disculia a raï o songesonou muya cuzet, o hipocrizi hac o oll fallagriez. Pebes mês, pebes confusion evito ! Rebeich a raï dezo an abus o deus gret eus an oll graçou hac an oll moyenou en devoa roet dezo evit en em savetei : souffret am eus, emezàn, bete ar maro evidoc’h, ho calvet hac ho clasquet am eus bepret durant ho puez, grêt hoc’h eus atau ar scouarn vouzar, dispriget hoc’h eus va inspirationou ha va oll graçou, va c’huiteet hoc’h eus evit heulia ar bed maleürus, evit contanti hoc’h inclination disordren, evit obeissa d’an drouc-speret. Peguen terribl vezo ar rebeichou-ze, mæs peguer just !
O trei goudese ous e gostez deou o reï da anaout d’an oll innoçanç ar re just, ar vertuziou o deus pratiquet, an œuvrou mad o deus grêt ar poaniou hac ar persecutionou o deus souffret evit gloar Doue. O pebes consolation evit o !