Santel, hac ur gonversation gant Doue ; evel a hent-all e tleomp caout aon rac ar maleur a behini e parlant ar Profet : An douar oll a so en un desolation horribl, abalamour ne antren den ennâ e-unan dre reflexionou serius : ez eo important-bras avertissa an oll dud fidel eus ar gourc’hemen pehini hon oblich da bidi bepret, evit, en ur bresanti san cess da Zoue hor pedennou hac oræsonou unisset gant hon actionou a c’hraç, ma pligeo gantàn sellet a druez ouzomp hac ober deomp santout an effejou douç eus e vadelez hac eus e visericord. Dreze ive ar Pabet diarauzomp, diriget gant ar Speret-Santel, o deus digoret Tensor an Ilis, evit inspira creoc’h a-se d’ar Gristenien fidel ar pratiq continuel eus ar beden, hac evit quemense o deus accordet meur a Indulgeançou.
Excitet hon-unan dre an exemplou meulabl eus hor Fredecessoret, e accordomp an Indulgeançou merquet amâ varlerc’h, e faveur ar re en em applico d’an exerciç eus an Oræson Mental, pe Meditation, evel ma zeomp d’he discleria.
Da guenta e accordomp Indulgeançou seiz vloas d’ar re a zesco en Ilisou pe e lec’h-all, e publiq pe e particulier, ar fæçon da bidi pe da vedita ; e pe fæçon bennac e ve, d’ar re n’er gouzont quet, evel d’ar re a assisto en Instructionou devot-ze, quellies