Ne dleomp-ni quet caout aoun ne lavarre Doue deomp evel d’ar servicher fall-ze : Na dleïac’h-hu quet caout truez ouz ho preudeur evel ma em eus-me bet truez ouzoc’h ? Ha pebes sujet n’hon eus-ni quet da gaout aoun ne rae Doue deomp ar rebeich terribl-ze, goude ma en deus discleriet Jesus-Christ penaus e quemer evel grêt dezâ e-unan an oll droug a rêr d’an nessa, ha penaus e varno heb misericord ar re a vezo bet criz ha didruez e quênver o brudeur.
Penaus en em gomportàn-me e quênver va nessa ? souffr a ràn-me gant patiantet e humor hac e imperfectionou ? me a fell din e ve suportet va re, just eo din eta caout ar memes madelez evit ar re-all.
Anduri a ràn-me gant patiantet an offansou a rêr din, hac o fardoni a ràn-me a galon ? E lavaret a ràn bemdez er Bater, mæs ha gant guirionez el lavaràn-me ?