ver va mignonet, ha pe guer yên en ho quever-hu, va Doue ? peguer pront oùn-me da renta servich da ur mignon, ha peguen diegus d’ho servicha-hu ?
O va Doue, pa ordrenit din ho caret, hac ho caret dreist quement tra so, alumit em c’halon an tan eus ho carante divin, evit ma ho carin eus va oll ene, eus va oll nerz hac eus va oll gallout.
Piou oc’h-hu, va Doue, ha piou oun me, ma commandit din ho caret ? Hac e a so netra evantajussoc’h din eguet ho caret ? Hac e a so brassoc’h miser evidon, eguet mancout d’ho caret ? Ha c’houi a vezo eürussoc’h, mar ho caràn-me ? Ha c’houi vezo nebetoc’h eürus, ma n’ho caràn quet ? O carantez eus va Doue, c’houi fell deoc’h ho carren, evit va renta eürus dre ar garantez am bezo evidoc’h ! Ha ! re divead am eus ho caret, guenet bepret ancien ha bepret nevez, re divead am eus ho caret !