Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
goude ar Pantecost.

curi dezàn ar memes mad evel deoc’h hoc’h-unan, ober dezàn ar pez a garrac’h a ve grêt deoc’h hoc’h-unan, lacât evez na raec’h dezàn ar pez ne garrac’h quet a ve grêt deoc’h, ma veac’h en e blas.

Ar garante, eme an Abostol Sant Paul, a so dous ha patiant, ne d’eo quet ambitius, ne glasq quet he frofit he-unan, n’en em faich quet, ne sonch quet a zrouc eus ar re all, anduri a ra pep tra, esperout a ra pep tra, suporti a ra pep tra.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Hac ar re-ze eo va santimanchou ha va dispositionou-me e quenver va nessa ?

Ha joa am eus me pa erru gantàn ur mad pe un avantaich bennac ? Ha truez am eus-me outàn, pa er guelàn er boan pe en affliction ?

E sicour a ràn-me en e ezomou, pratica a ràn-me en e andret au œuvrou a visericord quen spirituel quen corporel, pa allàn e ober ?