Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
goude ar Pantecost.

Ma Salver ha va Doue, gourdouset ha chasseet hoc’h eus an Templ ar re en em gomporte ennàn en ur fæçon direspet ; ha tretet hoc’h eus gant dousder ar re a oa coueet e fautou all. Disquez a ret dre quemense peguement e tisplich deoc’h an irreveransou a gommetter en Ilis, ha disqui a ret deomp peguer bras eo hor faut ha pebes maleur eo evidomp crisqui an nombr eus hor pec’hejou er memes plas ma tlefemp goulen hac obteni ar pardon anezo.

Pardonit din, va Doue, ar fautou eus va yaouanctis ha ma ignoranç.



Evit an decvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


DAou zen, eme hor Salver, a antreas an Templ evit ober o feden : unan a oa Farisien hac eguile ur Publiquen. Ar Farisien oc’h en em zerc’hel en e sao a drugarequee Doue dre ne oa quet hênvel-ouz ar rest eus