Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
An drede Sul eus an Azvent.

antreïn birviquen e Rouantelez Doue. Ar superbite e deus collet an drouc-Ælez, o chasseet eus an Eê hac o frecipitet en Ifern. Doue a resist ous ar re superb, hac a ro e c’hraçou d’ar re humbl. An nep en em iselaï, eme hor Salver, a vezo hueleet, hac an nep en em huelaï, a vezo iseleet.

Va ene, en em gonsider da-unan, consider da fragilite, da bec’hejou ha da neant, hac e quivi pe-a-dra d’en em humilia.

O va Doue, ne gavàn enoùn nemet re a sujet d’en em humilia ; mæs ne allàn quet beza humbl nemet dre ho misericord ; accordit din eta, me ho suppli, ar c’hraç d’en em zisabusi dious ar santimanchou vaen a istim am eus bet ac’hanon bete vremâ : roït din ar c’hraç d’en em zisprijout va unan : roït din ar c’hraç da suporti ha da garet an disprigeanç hac an humiliationou hervez an exempl hoc’h eus roet din, quen dreizoc’h hoc’h-unan, quen dre ho Sænt.