Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
Gouel an Drindet.

Sant Vaze, Ch. 28.
Meditation voar Myster an Drindet santel.

1 P. Ar pez a dleomp da gridi eus ar Myster adorabl-mâ.

2 P. An obligation hon eus da songeal alies er vadelez hac er garante o deus evidomp an tri Ferson eus an Drindet, ha da zisquez dezo hon anaoudeguez-vad.

Jesus-Christ a bropos deomp en Aviel-mâ ar c’henta hac ar principala eus a Vysteriou hon Religion, da ouzout eo, Myster an Drindet santel, e pehini e credomp hac e adoromp un Doue hepquen e tri Ferson, Tad, Map, ha Speret-Santel.

Considerit penaus ar feiz hon oblich da gridi ez int Doue o zri, mæs ar memes Doue.

Beza ez int tri Ferson distinguet etrezo ; personaich an Tad ne de quet personaich ar Map ; personaich ar Map ne d’e quet personaich ar Speret-Santel, mæs n’o deus o zri nemet