Scleraat a reas o ententamant, rei a eure dezo un intellijanç parfet eus an huela Mysteriou, anflammi a reas o c’halonou dre ar flam eus ar garante divin, inspira a reas dezo ur zêl ardant evit silvidiguez an eneou, hac ur gouraich ferm evit preseg an Aviel en despet d’an dangerou da bere e oant exposet abers ar Yusevien hac ar Bayanet ; rei a eure dezo an donæson da brezeg e pep seurt langaich, hac ar vertu da douich ha da gonvertissa ar c’halonou muya caledet.
Querquent ha ma o devoa recevet ar Speret-Santel, n’o devoe quen sonch nemet da heulia e inspiration. Sant Pêr en ur sortial eus ar Cenacl, a brezegas e creis an dachen, hac a gonvertissas tri mil den en e guenta sermon, ha pemp mil en eil. Mont a resont daou-a-daou dre an oll carteriou eus ar bed evit instrui ar bobl ; anduri a resont abers an Dirantet pep seurt goal-dretamanchou ; contant ha joaüs da souffr evit gloar Jesus-Christ, instrui a reent ar bobl bete voar ar