Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
Ar Sul ar C’hasimodo.

muy a yec’het, muy a speret.

Songit penaus e permet Doue quement a erru gueneoc’h, evit e c’hloar hac evit ho profit, hac en em guefot contant petra benac a oufe erruout. O peguer consolant eo da un ene affliget songeal ha lavaret : Doue a fell dezàn em be ar boan-mâ, an affliction-mâ, ma avantaich eo. Pebes repos a sant e goelet e ene an hini a lavar gant sincerite : va Doue, me en em abandon etre ho taouarn ; ne zesiràn nemedoc’h, va Doue, enoc’h ema va fizians.

Erfin ho pêt ur goustians pur ha net, hac e jouissot atau eus ur peoc’h pehini ne ouffe quet beza troublet gant tra ebet. Coustians ur pec’her ne hean ous e dourmanti e peb-lec’h ; ha coustians un den just a so ur sourcen a joa hac a gontantamant. Coustians ar re vechant a so un Ifern : coustians ar re vad a so ur Barados.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Ha beza am eus-me ar peoc’h gant Doue ? Ha lavaret a allàn-me am eus